Mont d’an endalc’had

Mawddwy

Eus Wikipedia
Aran Fawddwy: anvet eo ar menez diwar anv ar c'hombod kozh

Mawddwy a oa ur c'hombod kozh, bet rouantelezh dizalc'h a-raok bout stagez ouzh Rouantelezh Powys. Diwezhatoc'h, pa voe staget Kembre ouzh Bro-Saoz etre 1536 ha 1543, e teuas da vout ur rann eus Sir Feirionnydd, a zo bremañ e Kontelezh Gwynedd.

C'hoazh e vez graet an anv eus ar c'horn-bro, ar vroig en-dro da lodenn uhelañ ar stêr Dyfi, hag emañ hec'h eienenn ouzh tor ar menez Aran Fawddwy. Ouzhpenn en Aran Fawddwy e kaver an anv "Mawddwy" e kêriadennoù Dinas Mawddwy ha Llanymawddwy.

Ur gumuniezh eo Mawddwy ivez bremañ.

Marteze e oa ar barzh Yr Ustus Llwyd,a skrivas er XIVvet kantved, eus Mawddwy.

O Fawddwy tri peth a ddaw:
Dyn cas, nôd glas a glaw.

E brezhoneg: Eus Mawddwy tri zra a deu: den hek, neuz glas, ha glav.