Gwerthrynion
Neuz
Gwerthrynion a oa ur rouantelezh kozh eus Kembre[1] en hanternoz rouantelezh Builth. Un isrouantelezh eus Builth e oa ha gant rouaned Builth e voe renet etre 420 ha 440. Da gentañ e oa ul lodenn eus Powys Vortigern hag anvet eo bet diwar e anv, en e furm gembraek[2]. Daoust m'en doa ul lignez rouaned ha zeue eus Vortigern[3], n'anavezer hogos netra diwar-benn he rouaned. Gant Seisyllwg e voe peuraloubet war-dro 800 hag ez eas da get.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nennius: Historia Brittonum (Istor ar Vrezhoned), VIIIvet kantved, pennadoù 48-49, embannet gant J. A. Giles, Six Old English Chronicles, London Henry G. Bohn, 1848.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ He anv kembraek a vremañ eo. Graet e vez Guorthegirnaim anezhi en Historia brittonum, rannbennad 48
- ↑ Post-Roman Celtic Kingdoms, Celts of Cymru : Gwerthrynion (Guorthigirniaun)
- ↑ Historia brittonum, rannbennad 48 : "Tri mab en doa [Vortigern] : (...) an trede a oa Pascent, a renas e div vro Builth ha Guorthegirnaim, goude marv e dad"
Asturies • Bro-Skos • Breizh • Enez-Vanav • Galiza • Iwerzhon • Kembre • Kernev-Veur
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia