Genau'r Glyn

Eus Wikipedia

Genau'r Glyn a oa ur c'hombod e kornôg Kembre er Grennamzer. Un tamm eus kantrev Penweddig e oa, e hanternoz Rouantelezh Ceredigion, asambles gant kombodoù Creuddyn ha Perfedd.

Bevennet e oa en hanternoz gant ar stêr Dyfi hag a zispartie Penweddig diouzh kantrev Meirionnydd. Er reter edo kantrev Cyfeiliog, e Powys ; hag er c'hreisteiz e oa kombod Perfedd, en tu all d'ar stêr Clarach.

An anv Genau'r Glyn a implijer c'hoazh evit envel ur gumuniezh, m'emañ kêriadennoù Landre, Dôl-y-bont ha Rhydypennau . Emañ ivez en anv Llanfihangel Genau'r-glyn.