Mont d’an endalc’had

Rouantelezh Meirionnydd

Eus Wikipedia


Meirionydd
Rouantelezh Meirionydd

445 – 765
Location of Meirionydd
Location of Meirionydd
Ar rouantelezhioù brezhon er Vvet ha VIvet kantved er vro a zeuy da vout Kembre. Evel-just ne oa ket eus an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz, div vro ha ne oa ket anezho d'an ampoent.
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Disrannet eo rouantelezh Cunneda 445
 - staget ouzh Gwynedd 765


Isrouantelezhioù Gwynedd
AfflogionDogfeilingDunodingEdeyrnionMeirionnyddOsmaeliogRhosRhufoniogYsfeilion

Meirionydd, pe Meirionnydd, a oa ur rouantelezh vrezhon lec’hiet e mervent Gwynedd e Kembre. Krouet e voe gant Meirchion, ur mab-bihan da g-Cunneda, a roas e dad kozh ar vro e hanternoz ar pezh a yelo da rouantelezh Ceredigion dezhañ. Un isrouantelezh da Gwynedd e oa, hag adstaget e voent pa varvas ar roue diwezhañ, Cynan, hep hêr e 785.

Roue Meirionnydd brudetañ a voe Idris Gawr a renas eus 580 da 632. D’ur galloud bras e Kembre e lakaas e diernegezh met lazhet e voe gant Oswald Northumbria war ribl ar stêr Hafren. War an diskar ez eas e rouantelezh war-lerc’h.

Listenn rouaned Meirionnydd (n’eo ket peurasur an amzeriadoù)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]