Yr Hob

Eus Wikipedia
An hent da erruout en Yr Hob

Yr Hob pe Yr Hôb (Hope e saozneg)[1] zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e biz Kembre, e Sir y Fflint. E 2011 e oa poblet gant 4 224 a dud[2].

Emañ ar gêriadenn tost-kenañ d'ar vevenn gant Bro-Saoz, war ribloù ar stêr Alun. Meur a gêriadenn all zo er gumuniezh, evel Caergwrle, Abermorddu ha Cefn-y-Bedd. Er gumuniezh ivez emañ Mynydd yr Hob, er gornaoueg d'ar gêriadenn, hag ur vengleuz a oa en dorgenn-se gwechall.

Ur skol kentañ derez hag ur skol eil derez zo.

Hentoù mat zo da vont eus Yr Hob da Wrecsam, Chester hag Yr Wyddgrug, ha gant an tren e c'haller mont da Liverpool pelloc'h er biz.

A-wechoù e reer "Castell yr Hob" eus Kastell Caergwrle, dre m'emañ etre an div gêriadenn-se.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]