Higher Kinnerton

Eus Wikipedia

Higher Kinnerton zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e reter Sir y Fflint. Emañ Lower Kinnerton, en tu all d'an harzoù, e Cheshire, e Bro-Saoz. N'eus anv kembraek ebet d'ar gêriadenn.

Ur skol kentañ derez zo, anvet Ysgol Derwen, un ti-post, ur stal ha div davarn. An iliz, iliz an Hollsent, zo stag ouzh parrez Dodleston, en eskopti Chester.

E 2011 e oa poblet Higher Kinnerton gant 1 697 a dud, ha 189 anezho (11,5%) a oa kembraegerien[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]