Rhosesmor
Neuz
Rhosesmor zo ur gêriadenn vihan e biz Kembre, e Sir y Fflint, en hanternoz da gêr Yr Wyddgrug. Un iliz, un ti-post, un davarn hag, ur skol kentañ derez zo.
E-kichen emañ kêriadennoù Rhydymwyn, Llaneurgain ha Helygain. Er gwalarn emañ torgennoù Mynydd Helygain.
A-gozh ez eus mengleuzioù plom er c'horn-bro, abaoe amzer ar Romaned marteze.
Er reter d'ar gêriadenn e weler aspadennoù kreñvlec'h Moel y Gaer, savet en Oadvezh an Houarn.
|