Mont d’an endalc’had

Sychdyn

Eus Wikipedia
Skol kentañ derez Sychdyn.

Sychdyn (Soughton e saozneg) zo ur gêriadenn vihan e biz Kembre, e Sir y Fflint. Emañ en hanternoz da gêr Yr Wyddgrug.

Dont a ra an anv Sychdyn eus an anv saoznek Soughton, a dalvez kement ha "kêr ar c'hreisteiz".

En ur c'hornad parkeier ha koadeier emañ Sychdyn. Kalz eus an annezidi zo tud hag a labour e Chester, Liverpool pe Wrecsam. Un davarn zo, ur stal-voued, un ti-post hag ur skol kentañ derez.

Bodet e voe e lez gant ar priñs Llywelyn ap Gruffudd e Sychdyn, d'ar 27 a viz Eost 1275.