Mont d’an endalc’had

Sealand (Sir y Fflint)

Eus Wikipedia

Sealand zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e biz Kembre, e Sir y Fflint.

N'eus anv kembraek ebet dezhi. Evel m'en diskouez an anv-lec'h (Sea + land) eo savet ar gêriadenn war douaroù a zo bet gounezet war ar mor. Emañ Sealand war ribl an Dyfrdwy, etre Queensferry ha Chester.

Er gumuniezh emañ ivez Sealand Garden City, ur gêriadenn savet e 1910 evit labourerien labouradeg dir John Summers. Serret e voe al labouradeg-se e 1979, ha goude e voe savet Park greantel Glannau Dyfrdwy.

E 2011 e oa 2 996 a dud o chom e kumuniezh Sealand ha 212 anezho a oa kembraegerien (7,5%)[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..