Mynydd Helygain
Neuz
Mynydd Helygain zo torgennoù e-kreiz Sir y Fflint, e biz Kembre. En em astenn a reont a-hed un ahel eus ar gwalarn d'ar gevred, betek er su da gêr Treffynnon. Meur a gern zo hag an hini uhelañ a dap 290 metr uhelder, un tammig er mervent da gêriadenn Helygain.
Emañ Mynydd Helgygain etre Bryniau Clwyd er c'hornog ha traoñienn Glannau Dyfrdwy er reter.
Gwechall e oa mengleuzioù plom e-kichen Rhosesmor. Unan zo c'hoazh e-kichen Bryn Siriol.