Mont d’an endalc’had

Elfael

Eus Wikipedia
Kartenn eus kantrevoù ar vro Rhwng Gwy a Hafren.

Elfael a oa unan eus kantrevoù Kembre er Grennamzer. Edo e reter ar vro, en tolead a vez graet Rhwng Gwy a Hafren anezhañ, etre ar stêrioù Gwy ha Hafren, hag er c'hreisteiz d'ar Gwy, war harzoù Bro-Saoz.

En-dro dezhañ edo Herefordshire er reter, Brycheiniog er c'hreisteiz, kantrev Buellt er c'hornôg, ha Maelienydd en hanternoz. Rannet e oa e daou gombod :

Pa voe staget Kembre ouzh Bro-Saoz ez eas, e 1536, d'ober Sir Faesyfed, asambles gant teroueroù nes evel Gwerthrynion, Maelienydd ha Llythyfnwg[1]. E dibenn ar Grennamzer e oa unan eus douaroù Marz Kembre.

An daou gastell pennañ en Elfael e oa e Castell-paen hag Aberedw.