Deuddwr (Rhwng Gwy a Hafren)

Eus Wikipedia
Kombodoù ha kantreveoù Rhwng Gwy a Hafren (kombod Deuddwr zo merket evel Elenydd

Kombod Deuddwr a oa ur c'hombod e tolead Rhwng Gwy a Hafren, e Kembre, er Grennamzer. Ur c'hombod "dizalc'h" e oa, pa ne oa e-barzh kantrev ebet.

En em astenn a rae Deuddwr e-kreiz Kembre, etre Powys Wenwynwyn en hanternoz ha Ceredigion er gornaoueg. En-dro dezhañ e oa kombod Arwystli Uwch Coed (e kantrev Arwystli) e Powys, kombodoù Gwerthrynion ha Buellt er reter hag er c'hreisteiz e tolead Rhwng Gwy a Hafren, ha kombodoù Mefenydd ha Penardd (e kantrev Uwch Aeron) e Ceredigion.

Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn istor Deuddwr. Helebini a voe etre rouantelezh Deheubarth hag an aotrouien norman eus Marz Kembre evit tapout ar galloud eno, adalek dibenn an XIvet kantved. Diwezhatoc'h e voe ur rann eus Sir Faesyfed ha goude-se eus kontelezh Powys.