Mont d’an endalc’had

Llanisan-yn-Rhos

Eus Wikipedia
An aod e Llanisan-yn-Rhos.

Llanisan-yn-Rhos (St. Ishmael's e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e Sir Benfro. Emañ er c'hornôg da gêr Aberdaugleddau.

Eus an XIXvet kantved eo an iliz-parrez, gouestlet da sant Ishmael pe Ismael. A-gozh e oa Llanisan kreizenn relijiel kantrev Rhos[1]. Ur peulvan eus Oadvezh an arem zo, e Langstone Field.

E 2011 e oa 478 a dud o chom e Llanisan ha 36 anezho a oa kembraegerien (7,8%)[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Williams, A. H., An Introduction to the History of Wales: Volume I: Prehistoric Times to 1063, University of Wales Press, 1941, p. 120
  2. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12.