Mont d’an endalc’had

Clydau

Eus Wikipedia
Iliz Sant Clydai, Clydau

Clydau (skrivet ivez Clydai) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Kembre, e hanternoz Sir Benfro. Emañ etre Castell Newydd Emlyn hag Aberteifi. Eus an XIXvet kantved eo an iliz, iliz Sant Clydai, met kalz koshoc'h eo an tour-iliz, eus an XIIIvet kantved. En iliz ez eus mein ha warno enskrivadurioù eus ar Vvet ha VIvet kantved, skrivet e latin hag en ogham.

Ouzhpenn Clydau he-unan ez eus kêriadennoù all er gumuniezh, evel Tegryn, Star ha Bwlchygroes.

E 2011 e oa 715 a dud o chom e kumuniezh Clydau ha 352 anezho a oa kembraegerien (50,4%)[1].

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..