Mont d’an endalc’had

Trefin

Eus Wikipedia
Trefin : ar vilin gozh

Trefin zo ur gêriadenn eus Kembre, e gwalarn Sir Benfro. Emañ hanter-hent etre Tyddewi hag Abergwaun, e Park Broadel Arvor Penfro, ha tremen a ra Gwenodenn Arvor Sir Benfro hebiou ar gêriadenn.

Brudet eo ar gêriadenn abalamour d'ur varzhoneg gant ar barzh kembraek William Crwys Williams, Melin Trefin, diwar-benn ur vilin gozh ma ne vez ket malet gwinizh ken met a vez "malet" he-unan gant an amzer.

E Trefin e c'hoarvezas unan eus stourmoù kentañ Cymdeithas yr Iaith Gymraeg e 1964 a-enep stummoù saoznekaet an anvioù-lec'h : "Trevine" a veze skrivet war ar panelloù en amzer-se. Bremañ ne vez implijet nemet ar stumm "Trefin" gant an holl, e saozneg koulz hag e kembraeg.