Mathri

Eus Wikipedia
Ar maezioù hag an aod e-kichen Mathri.

Mathri (skrivet Mathry e saozneg) zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e gwalarn Sir Benfro. Emañ tost d’an aod, er mervent da gêr Abergwaun.

E kumuniezh Mathri ez eus kêriadennoù all evel Casmorys hag Abercastell. Emañ an darn vrasañ eus gorread ar gumuniezh e diabarzh Park Broadel Arvor Penfro.

E 2011 e oa 572 a dud o vevañ e Mathri ha 196 anezho a oa kembraegerien (35,1%)[1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..