Mont d’an endalc’had

Saundersfoot

Eus Wikipedia
Saundersfoot

Saundersfoot zo ur gêriadenn hag ur porzhig eus Kembre, e gevred Sir Benfro. Emañ e-kichen Dinbych-y-Pysgod, er biz d’ar gêr-se, ha bez’ eo unan eus al lec’hioù eus Kembre a sach ar muiañ a douristed e-pad an hañv. Brudet eo an traezhennoù kaer a zo eno, war aod Bae Caerfyrddin.

E 1829 e voe savet ur porzh evit gallout kas an antrakit (glaou kalet) eztennet e mengleuzioù ar c’hornad. Mont a reas al labour mengleuziañ-se da get e deroù an XXvet kantved.

Dre an hent-houarn e krogas kalz a dud eus kornioù-bro greantel Su Kembre ha Kornôg Bro-Saoz da zont da Saundersfoot da douristañ ha kreskiñ kalzik a reas ar gêriadenn en XXvet kantved. Emañ Saundersfoot e-barzh Park Broadel Arvor Penfro ha tremen a ra Gwenodenn Arvor Sir Benfro dre ar gêriadenn ivez.

Er Grennamzer e oa un anv kembraek gant ar gêriadenn, a oa Llanussyllt, aet da St Issels e saozneg[1], diwar anv ar sant enoret en iliz-parrez.

  1. Implijet ken diwezhat hag an XIXvet kantved hervez a lenner en Imperial Gazetteer of England and Wales gant John Marius Wilson [1]