Cas-blaidd

Cas-blaidd[1], pe Casblaidd (Wolf's Castle pe Wolfscastle e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e-kreiz Sir Benfro, e Kembre[2] Emañ hanter-hent etre Abergwaun ha Hwlffordd, el lec'h m'en em daol an Afon Anghof er stêr Cleddau Ddu. Div lodenn zo d'ar gêriadenn : Cas-blaidd e-unan ha Penybont en tu all d'ar stêr.
Dismantroù ur voudenn-gastell eus mare an Normaned a c'haller gwelet c'hoazh. "Castell y Blaidd" ("kastell ar bleiz") e oa anv ar c'hastell-douar-se ha roet en deus e anv d'ar gêriadenn.
Hervez ar richenn ez eo eno e oa bet lazhet ar bleiz diwezhañ e Kembre, met kement-se ne seblant bezañ nemet ur vojenn, roet evit displegañ an anv-lec'h.
E 2011 e oa poblet Cas-blaidd gant 642 a dud, ha 187 anezho (30,2%) a oa kembraegerien[3].
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud bet ganet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- William Evans, kabiten a vor ha mestrc'hoarier echedoù.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Enwau Lleoedd; Canolfan Bedwyr
- ↑ 51°53'49.2" N, 4°58'15.6" W.
- ↑ Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics).