Afon Daugleddau

Eus Wikipedia
Ur pennad Daugleddau zo ivez.
Ar stêr Cleddau e porzh Aberdaugleddau.

Ur stêr e kreisteiz Sir Benfro eo ar stêr Cleddau pe Daugleddau. Div stêr Cleddau zo e gwirionez:

En em unaniñ a reont d'ober an aber Daugleddau, a ro hec'h anv da borzh Aberdaugleddau, ma komzer a-wechoù eus ar stêr Daugleddau.

Cleddau Wen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div lodenn zo d'an Afon Cleddau Wen (pe Cleddy Wen).

  • Hini ar reter a eien e Llygad Cleddau, e Llanfair Nant y Gôf, 4 km er gevred da gêr Abergwaun. Tremen a ra dre Scleddau.
  • Hini ar c'hornôg a eien e Penysgwarne e Llanreithan, hag a ya da gemberañ gant eben.

Tremen a ra neuze dre Cas-blaidd hag alese ez a da Hwlffordd.

Cleddau Ddu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eieniñ a ra an Afon Cleddau Ddu (Cleddy Ddu) e Mynydd Preselau e Blaencleddau e parrez Mynachlog-ddu