Abergorlech

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Abergorlech: ar pont hag an iliz.
Abergorlech: ar gêriadenn

Ur gêriadennig hag ur barrez e Sir Gaerfyrddin eo Abergorlech en Ystrad Tywi. War lez aber ar stêr Gorlech hag ar stêr Cothi emañ, etre Llansawel en hanternoz ha Brechfa er c'hreisteiz dezhi, er reter da Llanymddyfri.

Ul lev alese, en hanternoz, emañ Rhydcymerau ha Mynydd Llanybydder, bro ar skrivagner D. J. Williams.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall e oa e kombod Caeo hag er c'h-Cantref Mawr.

Kustum e vezer da liammañ ar barzh Dafydd Gorlech (war-dro 1410-1490), gant Abergorlech, goude ma n'eur ket sur e oa o chom eno.

Eisteddfod[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bep bloaz e vez dalc'het Eisteddfod Abergorlech e sal kêr.