Cross Hands

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Cross Hands zo ur gêriadenn eus Kembre, e gevred Sir Gaerfyrddin, e Cwm Gwendraeth.

Emañ Cross Hands er reter da gêr Caerfyrddin hag en hanternoz da Llanelli. Un takad labourerezh zo war harzoù ar gêriadenn. A-fet melestradurezh emañ Cross Hands e kumuniezh Llannon hag a zo enni ivez kêriadennoù Gors-las, Cefneithin, Pen-y-groes ha Tymbl.

N'eus anv kembraek ebet gant ar gêriadenn. A-hervez eo bet anvet Cross Hands abaalmour ma veze eskemmet eno prizonidi o tont eus bac'hioù Caerfyrddin hag Abertawe.