Cwm Gwendraeth

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Maezioù lodenn uhelañ Cwm Gwendraeth, e-tal-kichen Mynydd-y-garreg.

Un tolead eus gevred Sir Gaerfyrddin eo Cwm Gwendraeth. Kaoz a vez eus Cwm Gwendraeth met div draonienn Gwendraeth zo e gwirionez, Cwm Gwendraeth Fawr ha Cwm Gwendraeth Fach, ma red ar stêrioù Gwendraeth Fawr, eienet e Llyn Llech Owain, ha Gwendraeth Fach, eienet e torgennoù Dyffryn Tywi.

En em astenn a ra an tolead etre Rhydaman, Llanelli ha Caerfyrddin.

Unan eus kreñvlec'hioù ar yezh eo, un darn eus pezh a anver ar Fro Gymraeg.

E dibenn an XXvet kantved e oa bet savet Menter Cwm Gwendraeth, un aozadur evit kas war-raok an implij eus ar yezh en tolead.

El lodenn uhelañ eus Cwm Gwendraeth, etre Y Tymbl, Dre-fach ha Cross Hands, emañ Parc Coetir y Mynydd Mawr.

Kêriadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]