Mont d’an endalc’had

Cymdeithas yr Iaith Gymraeg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Cymdeithas yr Iaith)
Tafod y Ddraig (teod an aerouant), logo ar gevredigezh
Manifestadeg gant Cymdeithas yr Iaith, e 1972

Cymdeithas yr Iaith Gymraeg (kevredigezh ar c’hembraeg), pe Cymdeithas yr Iaith hepken, zo ur strollad tud a zifenn gwirioù yezh ar gembraegerien. Savet e voe e 1962, hag implijout a ra doareoù-ober habask. A-hed ar stourmadegoù aozet gant Cymdeithas yr Iaith ez eus bet harzet ha barnet war-dro 1000 den, abalamour m’o doa torret al lezenn. Degadoù anezho zo bet kondaonet d’an toull-bac’h. Frouezh ar stourmadegoù-se a weler gant al lezennoù zo bet votet diwar-benn statud ar c’hembraeg, ar panelloù kembraek pe divyezhek, ar chadenn skinwel S4C, savet e 1982.

Cymdeithas yr Iaith zo ur strollad na resev skoaziad ebet digant aozadurioù ofisiel ha ne vev nemet diwar skodennoù e izili. Daou zen zo implijet da labourat e burev kreiz ar gevredigezh en Aberystwyth.

Gant tud Cymdeithas yr Iaith Gymraeg ez eus bet pleustret meur a dachenn a-hed ar bloavezhioù : ar skolioù, ar media, ar strollegezhioù lec’hel, ar c’hompagnunezhioù kenwerzhel... Bremañ e c’houlennont ul lezenn nevez war statud ar c’hembraeg, da lakaat e-lec’h an hini a oa bet votet e 1993, hag a leze meur a dachenn a-gostez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]