Mont d’an endalc’had

Mabon fab Modron

Eus Wikipedia

Setu ur pennad diechu hag a denn d'al lennegezh. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Cei ha Bedwyr war gein Eog Llyn Llyw o tegouezhout dirak karc'har Mabon fab Modron (Mabinogion, 1877)

Mabon fab Modron zo un den eus henvojennoù Kembre, meneget en danevell Culhwch ac Olwen er Mabinogi. Dont a rafe eus an doue kelt Maponos, a veze azeulet e Galia hag en Enez Vreizh. E vamm Modron a vije doueez, anavet evel Matrona. E dad e vije Gwyn ap Nudd. Un hemolc'her eo, evel Maponos, hag an doue iwerzhonat Oengus, unan eus Tuatha Dé Danann. Niz e vije d'ar roue Arzhur.

Mojenn Mabon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Culhwch o klask gounit dorn Olwen, merc'h ar ramz Ysbaddaden Pencawr. Mat eo d'an tad ramzel reiñ dorn e verc'h Olwen d'ar paotr Culhwch gant ma vo kaset daou-ugent trevell (anoethau) gantañ da benn-vat (gwelloc'h eget an Herakles all ha n'en doa bet nemet daouzek d'ober), trevelloù dibosupl da zen evel-just.

Hag unan eus an trevelloù-se se eo klask Mabon fab Modron ha ne oar den pelec'h emañ: tri deiz goude ma oa bet ganet e oa bet laeret digant e vamm. E gwirionez emañ en Annwvyn, hag eno eo yaouank da viken. Ha ret eo kavout anezhañ evit gallout hemolc'hiñ Twrch Trwyth.

Skoazellet eo Culhwch gant Arzhur hag e wizien. Mont a ra Cai, Bedwyr, Gwrhyr Gwalstawd Ieithoedd hag Eidoel da atersiñ an Anifeiliaid Hynaf (al loened koshañ) diwar pezh a ouzont. Goude goulennata un toullad loened setu-int degouezhet gant ar pesk Eog Llyn Llyw, ha hennezh a oar doareoù Mabon. Ha Cei ha Bedwyr war gein an eog, da glask war-lerc'h Mabon d'e dennañ eus e garc'har, anvet Caer Loyw, a zo en un enezenn war ur stêr.

Un tamm war-lerc'h ez a Mabon gant Kulhwch da chaseal Twrch Trwyth war ur marc'h anvet Wynn Mygdwn, ha da laerezh e aotenn digant al loen diwar e benn.

En oberennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Rachel Bromwich ha D. Simon Evans Culhwch and Olwen: an edition and study of the oldest Arthurian tale (Gwasg Prifysgol Cymru, 1992) ISBN 0-7083-1127-X
  • Les Quatre Branches du Mabinogi, an danevell Kulhwch et Olwen, troet, kinniget gant Pierre-Yves Lambert, Gallimard, en dastumad « L’aube des peuples », Paris, 1993, (ISBN 2-07-073201-0).