Gwazoniezh

Eus Wikipedia
Al le-gwazoniezh d'ar roue Arzhur, aourlivadur eus ar XIVvet kantved
Le a wazoniezh da Charles d'Orléans.
Le a wazoniezh er Grennamzer. Dihellva an departamant, Perpinya
Le a wazoniezh
Preußische Huldigung (Le a wazoniezh Prusia da Bologn), livadur gant Jan Matejko, 1882

Ar wazoniezh eo stad an den dieub (ar gwaz) e-keñver e aotrou e kevredigezh europat ar Grennamzer, anavezet hag ofisielaet en ul lid a wazoniezh ma veze graet al le a wazoniezh.

An doare kevredigezhel-se zo deuet war wel dre ma koazhe galloud ar Stad karolingat (Xvet kantved-XIvet kantved) : ne oa ket an impalaer, nag ar rouaned, nag ar briñsed, evit lakaat an urzh da ren, nag evit lakaat an aotrounez vihan da sentiñ outo.

Neuze e voe aozet ur seurt rouedad darempredoù a zen da zen, hag enni e oa gwirioù ha dleadoù evit pep hini.

Dleadoù an eil ouzh egile[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ar wazoniezh eo daou zen dieub a vez liammet. Evit bout dieub o-daou avat n'int ket par an eil d'egile, ha brasoc'h eo galloud an aotrou evit hini ar gwaz.
Dindan gwarez e aotrou emañ ar gwaz. met mar deo galloudus an aotroù eo ivez abalamour d'an niver a wazed a zo dindanañ, d'o lealded, ha d'o zamm galloud ivez.

Dlead ar gwaz e-keñver e aotrou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arabadoù eo an dleadoù-se : arabat eo noazout ouzh an aotrou, ouzh e dud, ouzh e vadoù.

Skoazellañ e aotrou gant armoù a rank ar gwaz ober. Pa vez unan all oc'h ober brezel dezhañ e rank ar gwaz dont gant e armoù d'e zifenn. Rankout a ra ivez diwall kastell ha beajoù an aotrou. Pa ya an aotrou d'ober brezel e tle ar gwaz 40 devezh a servij armet. Ma pad ar brezel hiroc'h eget an 40 deiz-se e vo roet arc'hant dezhañ evel digoll.

Rankout a ra ar gwaz reiñ skoazell gant arc'hant d'e aotrou :

  • pa zimez e verc'h henañ,
  • pa ro an armoù d'e vab henañ,
  • pa ya d'ober brezel evit ar groaz,
  • pa vez prizoniet ha pa rank paeañ d'en em zieubiñ.

Ouzhpenn-se e rank reiñ kuzulioù d'e aotrou, kemer perzh e bodadegoù ar wizien, e lezioù-justis, e gouelioù-lid. Nerzh al liamm etre gwizien hag aotrou a vez kadarnaet en degouezhioù-se.

Dlead an aotroù e-keñver e wizien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispign kalz a rank ar gwizien ober : pep hini anezho a rank prenañ ur marc'h hag armoù. Ret dezhañ ivez gallout en em vagañ ha bevañ evel ur brezelour. Abalamour da se e rank an aotrou reiñ douar d'e wizien. Hag an douar-se a rank degas arc'hant.

Rankout a ra an aotrou ivez diwall e wizien diouzh o enebourien ha bezañ reizh en o c'heñver.

Lid ar wazoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant lid touadenn ar wazoniezh (da zisheñvelaat diouzh lid ar varc'heien ), en em laka ar gwaz dindan e aotrou.
Skridoù ha skeudennoù e-leizh zo diwar-benn an abadenn-se. Dirak testoù e tremen, e kastell an aotrou, a-wel d'an holl. N'eus emglev skrivet ebet. A bouez eo al liderezh hag an arouezioù, nemet kemmoù bihan zo a vro da vro.
Treitour eo an hini a dorr an emglev a wazoniezh, pe aotrou pe waz e ve.

Kemm en darempredoù etre aotroù ha gwaz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek eil hanter an XIIvet kantved e voe kresket galloud roue Bro-C'hall e-barzh sistem ar wazoniezh. En em lakaat a rae e-unan e krec'h torgenn al leoù gwazoniezh.

  • Lakaat a ra gwizien e wizien da douiñ fealded dezhañ ;
  • lakaat a ra e grabanoù war douaroù nevez, evel Normandi ;
  • gounit a ra douaroù nevez dre ginnig leveoù en eskemm ouzh dalc'hoù ;
  • kreskiñ a ra e vri hag e aotrouniezh dre ginnig galv war-lerc'h kement barnadenn a vo.