Mont d’an endalc’had

Cei

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Cai)
Sir Kay a dorr e gleze en un tournamant, gant Howard Pyle

Kae, Cei, Cai fab Cynyr, Cai Hir e kembraeg (Sir Kay e saozneg, Keu e galleg) zo unan eus an harozed en-dro d'ar roue Arzhur e mojennoù Kembre.

El lennegezh kembraek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaoz zo anezhañ e Culhwch ac Olwen, ma sikour Culhwch en amprouennoù roet dezhañ gant ar ramz Ysbaddaden Pencawr a-benn gallout dimeziñ da Olwen, merc'h ar ramz-se.

"Cai Hir" zo bras ha kreñv, feuls an tamm anezhañ. Eñ ha Bedwyr (Sir Bedivere) zo e-touez ar c'hwec'h marc'heg dibabet da ambroug Culhwch, un trede o vezañ Gwalchmei (Sir Gawain).

Cai an hini a ra an amprouenn gentañ, a zo mont da gerc'hat kleze Wrnach Wyddel. Eñ ivez, gant Bedwyr, a veaj war divskoaz Eog Llyn Llyw da glask penn da Vabon fab Modron.

E mojennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Historia Regum Britanniae Jafrez Menoe e weler Cei ha Bedwyr o sikour ar roue Arzhur da drec'hiñ war ramz Menez Mikael ar Mor. Da gont Anjev eo lakaet gant Jafrez.

Gant Chrétien de Troyes eo un den birvidik, feuls an tamm anezhañ, ha foeñvour diboell.

El lennegezh kembraek ez eus anv eus e varv, lazhet gant Gwyddawg, hag Arzhur o vont d'e zialañ. E skrid Jafrez Menoe hag en Alliterative Morte Arthure eo lazhet er brezel gant an impalaer roman Lucius[1].

Caer Gai zo bet anvet diwar e anv, ha meneget eo en oberennoù Beirdd yr Uchelwyr evel e lec'h-annez.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (cy) Meic Stephens : Cydymaith i Lenyddiaeth Gymraeg, Gwasg Prifysgol Cymru, 1986 (ISBN 0-7083-0915-1)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ur varzhoneg krennsaoznek aozet war-dro ar bloaz 1400 eo Alliterative Morte Arthure, ma konter tamm diwezhañ mojenn Arzhur a-hed 4 346 gwerzenn. Gwelit ar skrid e saozneg a-vremañ.