Alfred Tennyson
Alfred, Lord Tennyson | |
---|---|
![]() The Right Honourable The Lord Tennyson Fellow of the Royal Society Luc'hsk. Julia Margaret Cameron, 1865 | |
Obererezh | barzh |
Ganedigezh | 6 a viz Eost 1809, e Somersby,![]() |
Marv | 6 a viz Genver 1892, e Lurgashall, ![]() |
Yezh skrivañ | saozneg |
Enorioù | Barzh Ofisiel ar Rouantelezh |
Oberennoù pennañ | |
| |
kemmañ ![]() |
Alfred, Lord Tennyson (1809–1892) zo ur barzh saoz. Barzh Ofisiel ar Rouantelezh (Poet Laureate of Great Britain and Ireland) e voe e-pad an darn vrasañ eus ren ar Rouanez Victoria, hag ur barzh saoznek eus ar re vrudetañ.
Pezhioù-c'hoari a savas ivez, met ne reas ket berzh gante.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tennyson a oa ganet e Somersby, e Lincolnshire. E dad, George Clayton Tennyson (1778–1831), a oa person anglikan) eno, en devoa 12 bugel, hag Alfred e oa ar pevare[1].
Troet e oa an tad gant an arzoù, livañ ha seniñ a rae. Ne oa ket paour, ha kas a rae e vugale d'an aod e-pad an hañv, da Mablethorpe pe Skegness, en arvor reter Bro-Saoz. E vamm, Elizabeth Fytche (1781–1865), a oa merc'h d'ar beleg Stephen Fytche (1734–1799), kure St. James Church, Louth (1764) ha person Withcall (1780), ur gêriadennig etre Horncastle ha Louth.
Evezh a daole an tad ouzh deskadurezh e vugale. Alfred ha daou eus e vreudeur a skrive barzhoniezh pa oant krennarded, ma voe embannet un dastumad eus o oberennoù pa oa 17 vloaz. Unan anezho, Charles Tennyson Turner, a zimezas da Louisa Sellwood, c'hoar yaouank da zanvez pried Alfred. Ur breur all, Edward Tennyson, a voe kaset da di ar re foll.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

W. E. F. Britten
Tennet eus The Early Poems of Alfred, Lord Tennyson, 1901
|
|
Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bommoù pe werzennoù gant Alfred, Lord Tennyson a vez dibunet aes er broioù saoznek, evel :
|
"An Natur, ruz he dent hag he skilfoù" |
E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
[...], ha sed amañ pehini: ldyllis of the King, gant Tennyson, (emañ c'hoazh amañ e Krec'h Eliez al levrig-se, mastaret ar pajennoù anezhañ gant kaoc'h kelien ha duet gant ar moged). — "Va zammig buhez", gant Jarl Priel, pajenn 70[10]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Alfred, Lord Tennyson, The Poetical Works of Alfred Tennyson, Poet Laureate, HArdpress Publishing (2013), 756 pajenn, ISBN 978-1-314-47829-7 (en)
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Alfred Lord Tennyson: A Brief Biography, Glenn Everett, Associate Professor of English, University of Tennessee at Martin
- ↑ Gant ar pezh-se e voe awenet al livour J.W. Waterhouse (1888, 1894 ha 1916). Kanet e voe gant an delennourez Kanadian Loreena McKennitt en hec'h albom The Visit (1991).
- ↑ (en) Vision of Sin
- ↑ Kanet er film Vanity Fair, aozet gant Mychael Danna.
- ↑ (en) Poetry lovers' page
- ↑ Enrollet e voe mouezh Tennyson o lenn an oberenn.
- ↑ Ma lenner al linenn
For men may come and men may go, But I go on for ever
; diwar-se eo e voe anvet ar c'hleub The Brook e kêr New York. - ↑ Diwar-benn ar roue Harold II.
- ↑ Alfred Lord Tennyson (1899) e-barzh Hallam Tennyson, The life and works of Alfred Lord Tennyson [1] Macmillan, 1899, p.261-263.
- ↑ Jarl Priel (1954), Va zammig buhez, Brest-29, adembannet gant Al Liamm, 1975.