Korrigan

Ur c'horrigan a zo ul lutun er mojennoù breizhat. Meur a anv en deus. Droukvesket int gant boudoù burzhudus eus ar mojennoù evel ar boudiged.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un dra voutin a zo etre an holl zeskrivadurioù. Ar gorriganed a zo bihan-abominapl. O skeudenn a zo disheñvel hervez ar c’hornioù-bro. Lutuned hir o divskouarn hag o fri int. Kornioù bihan a vez kavet ivez war o fenn blevek ma n’int ket kuzhet a-gaoz d’o zog. A-wechoù e vezont deskrivet gant treid evel ur bouc’h, karnoù houarn pe krabanoù kazh.
Er c’hontadennoù e chomont e lec’hioù kuzhet : dindan an douar, ur peulvan, ur grugell, un daol-vaen pe ar Menez Are. Kavet e vezont ivez el lec’h ma ‘z eus ur vammenn pe ur feunteun. Hervez al lec’h emaint o chom e cheñch o anv : korrikan er c’hoad, koril el lann, poulpik en draonienn, teuz er park, bolegean er grugell, ozegan er c’hrommlec’h, bouffon noz en atant ha fion en tornaod. Brekilien eo al lec’h brudetañ evit ober anaoudegezh ganto.
Ar gorriganed a zo boudoù farser, drouk pe jentil. Gallout a reont ober farsadennoù pe sikour er gêr hervez o doare da vezañ. Galloudoù burzhudus o deus.
Roll ar Marvailhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]![]() |
N'eo ket holloueziadurel ar pennad-mañ. Pe re dreut eo an danvez anezhañ, pe ez eus ennañ traoù ha n'emañ ket o lec'h en un holloueziadur. Gallout a rit labourat d'e wellaat. |
- Les Korrigans de Tréhoranteuc ou la Semaine des Nains gant Ernest du Laurens de la Barre (1857) zo awenet gant Les Korils de Plaudren gant Émile Souvestre embannet e 1844[1].
- An daou dort, Chut, chut, chut, kontadennoù a vo !, gant Nicole ar Vourc’h
- Les Contes du Korrigan, Soleil « celtic », 2002, 2009
- Garaouen gant Nalex Tandre, 2024
- Les Korrigans d'Elidwenn gant Hélène Cornen ha François Plisson, La Fibule, 2005-2012
- Le Livre des étoiles gant Erik L’Homme, Gallimard, 2001-2003
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Les Korrigans de Tréhoranteuc ou la Semaine des Nains, Encyclopédie de Brocéliande, el lec'hienn broceliande.brecilien.org