Hesperidezed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Liorzh an Hesperidezed, gant Frederic Leighton (war-dro. 1892).
Hans von Marées, Hesperidezed, München, Neue Pinakothek.

An Hesperidezed (Ἐσπερίδες / Hesperídes e gregach) a oa teir gwreg yaouank, nimfezed kaer ha dibreder, a oa o chom e penn pellañ an douar, e-lec'h ma'z a an Heol da guzh, hervez mojennoù Hellaz kozh.

Tud zo o deus klasket lec'hiañ o liorzh e Libia, pe e Maroko, e-kichen Tanger, pe en un enezenn er-maez da Spagn.

Piv e oant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'hed e oant d'an Titan Atlas ha da Hesperis, pe da Nyks, pe da Forkys ha Keto, hervez ar mojennoù.

O anvioù a oa

met kemm a reont hervez doareoù ar vojenn.

Mann ne raent nemet diwall avaloù aour o liorzh, gant skoazell an aerouant Ladon. Brudet e oa an avaloù-aour se peogwir e oant bet roet da Hera, da zeiz hec'h eured, gant he mamm Gaia. Herakles a deuas d'o laerezh, gant skoazell Atlas, ha kement-se a voe unan eus e droioù-kaer.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.