Erinied
An Erinied a oa teir c'hoar, evel alies e relijion Hellaz kozh, a oa o c'hefridi heskinañ ar re a dorre urzh vat ar bed, an dorfedourien a bep seurt.
Korfoù askellek a oa dezho, naered war o fennoù, ha pennoù chas hervez lod, gwad a vere eus o daoulagad, ha skourjezoù ha flammerennoù a veze ganto.
O anvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E henc'hresianeg e oant Ἐρινύες Erinúes, eus ar verb ἐρίνειν erínein, "heskinañ".
N'eo ket sur pet a oa anezho, met hervez Vergilius ne oant nemet teir:
- Alekto, an Hini Didruez
- Tisifone, an Dialerez
- ha Megaira, ar Sorserez (dont a ra ar ger gallek mégère eus anv an hini diwezhañ).
An Eumenided a veze graet anezho ivez, e gregach Εὐμενίδες / Eumenídes, « ar madoberourezed », ur ger a veze lavaret gant aon da lavarout o gwir anv.
Hervez ar vojenn e vez graet an anv-se anezho abaoe barn Orestes (gwelout amañ izeloc'h) gant an Areopagos. En Aten e veze lavaret ivez σεμναὶ θεαί / semnaì theaí, « doueezed enorus ». Un anv all a veze graet anezho c'hoazh: χθόνιαι θεαί / c'hthóniai theaí, « doueezed ifernus ».
Klotañ a reont gant Merc'hed ar Gounnar (Furiae pe Diræ e latin) e Roma gozh. Kounnarverc'hed a gaver e Geriadur Vallée ("furie").
O lignez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Merc'hed Gaia e oant, diwar gwad Ouranos a oa bet muturniet, hervez Hesiodos.
- Hervez Epimenides e oant c'hoarezed d'ar Moirai, a oa merc'hed da g-Kronos ha da Euonyme.
- Hervez Aisc'hylos e oant merc'hed da Nyks (an Noz).
- Hervez Sofokles e oant merc'hed Gaia ha Skotos, an Deñvalijenn.
O fouez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre ma oant doueezed kozh ne oant ket dindan Zeus. O chom e oant en Erebos (pe en Tartaros, hervez an oberourien), er bed dindanomp, o tiskuizhañ da c'hortoz bezañ galvet war an Douar. Goude ma'z int a orin doueel ne blijont ket nemeur da z-Doueed Olympos, gouzañvet int ganto, ha netra ken. An dud avat o devez aon razo. Se zo kaoz, dre ma tec'her razo atav, dre ma fell dezho bezañ anavezet ivez, e plegont da varnadenn Athena e pezh Aisc'hylos, en desped d'o c'hoant diwalc'hus a zial.
Doueezed c'htonian a zo anezhe. Hervez an hengoun orfek int ganet eus Haides ha Persefone. Enkorfañ a reont ar mallozh taolet gant un den, ha karget int da gastizañ an torfedoù e-pad buhez an torfedour, ha n'eo ket goude e varv.
Trajedienn Aisc'hylos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Eumenided gant Aisc'hylos, trede pezh an Orestia, emañ Merc'hed ar Gounnar, an Erinied, war-lerc'h Orestes. Hag eñ da lazhañ e vamm, Klytaimnestra, evit dialañ muntr e dad Agamemnon.
Kentañ ma voe c'hoariet trajedienn Aisc'hylos e spontas an arvesterien.
War-lerc'h Alkmeion e oa an Erinied ivez, dre m'en devoa lazhet e vamm. Evel Orestes e oa bet bountet gant Apollon da zialañ e dad. Un erinienn a veze war e lerc'h dre ar vro, ken na gavas repu war un douar ha n'eus ket anezhañ pa oa bet lazhet e vamm, ma n'hall ket bezañ kavet ken gant Merc'hed ar Gounnar.
Azeulerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deñved du a veze aberzhet dezho. Evet e veze νηφάλια (nêphália), ur seurt mez, diwar mel ha dour.
Ul lec'h zo, en Arkadia ma'z eus daou santual d'an Erinied.