Mont d’an endalc’had

Henroma

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Roma gozh)
Henroma
bro istorel
Iskevrennad eusarchaeological culture, Roman civilization Kemmañ
Rann eusRoman civilization Kemmañ
Deiziad krouiñ753 BCE Kemmañ
Anv ofisielRes publica Populi Romani, Imperium Romanum Kemmañ
KevandirAfro-Eurasia Kemmañ
Kêr-bennRoma Kemmañ
Genidik aLedenez Italia Kemmañ
Lec'hiadurMediterranean Basin Kemmañ
Daveennoù douaroniel41°53′24″N 12°28′48″E Kemmañ
Devezh-gouelSaturnalia Kemmañ
A zo stok ouzhPersia, Barbaricum, Sarmatia Kemmañ
Heuliet gantMedieval Rome, Impalaeriezh roman ar Reter Kemmañ
Deiziad kregiñ753 BCE Kemmañ
Prantadclassical antiquity Kemmañ
Studiet gantancient history Kemmañ
Deiziad divodañ476 Kemmañ
Istorhistory of ancient Rome Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Ancient Rome Kemmañ
Map


Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter


Henroma a vez graet eus ar marevezh istorel ma tiorroas ar sevenadurezh roman, en Henamzer Europa, adalek he geneliezh, savidigezh, betek he diskar. Komzet e vez ivez eus an Henamzer roman pe eus Roma an Henamzer. Kroget dre genstrollañ un nebeud kêriadennoù en ur bastell-vro vihan e-kreiz Italia eo deuet a-benn tamm-ha-tamm ar vourc'hig uvel da vezañ mestr war ar bed kreizdouarel penn-da-benn e deroù ar marevezh kristen betek dibenn an Henamzer dre sevel un impalaeriezh galloudus-kenañ a renas war an darn-vrasañ eus Europa [1] ar C'hornôg ha lodennoù eus Afrika ha kornôg Azia etre 50 ha 476. Henroma a vez implijet evit daveiñ d'an impalaeriezh a oa Kêr Roma he c'hêr-benn eta.

Dindan levezon ar sevenadur henc'hresian en deus lakaet Roma mennozhioù ha teknikoù d'o barr ken e lavarer eus ar sevenadur gresian-ha-roman eo bet mammenn bennañ diorroadur speredel Europa eus ar Grennamzer betek hiziv. Betek kreiz an XXvet kantved eo bet ar studioù gresian-ha-roman diazez deskadurezh ar vegenn en Europa.

Ne vo kavet amañ nemet un diverrañ eus istor Roma. Displeget eo dre ar munud e pennadoù all klokoc'h. Evit lenn muioc'h, implijit al liammoù hag ar rummadoù.


Krouidigezh Roma (-753)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ : Krouidigezh roma

Hervez an hengoun hag ar vojenn latin e vije bet diazezet Kêr Roma e -753. Romulus a vije bet savet gantañ kêr Roma e-lec'h m'emañ ar Menez Palatin e-kichenik an Tiber e-tro -753 ma voe bodet strolladoù Latined, Sabined ha, marteze, Etrusked. Prouet eo bet gant an arkeologiezh e oa bet kroget an dud d'ober o annez war an tuchennoù en-dro da Roma e-tro an Xvet kantved kt JK ha ma yeas an dud war baotaat adal an VIIIvet kantved kt JK

Ar rouantelezh (-753 betek -509)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ : Monarkiezh roman
Sell romantel war Roma, warnañ an Tiber, moger Servius ha pont Sublicius, a-us dezho ar C'hapitol

Da-heul Romulus hag e warlerc'hidi vojennel eo ar rouaned etrusk en em stailh er vro. Ganto eo e vo treuzfurmet Roma en ur gwir gêr e-tro -600. Lakaat a rejont sevel ur ramparzh-tro (moger Servius), kempenn ar forom ha sevel a rejont santual ar c'hapitol.

Moarvat eo e-pad mare ar rouantelezh ma voe frammet ar relijion roman enni ur meskaj hendresoù indezeuropek ha levezonioù gresian hag etrusk. Romaned an Henamzer a lakae berzh o brezeliadegoù war gont un deoliezh pizh e-keñver o doueed.

Sellet ivez ouzh ar pennadoù : relijion roman, mitologiezh roman, gouelioù relijiel roman.

Ar Republik roman (-509 betek -31)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

De res publica (lat.) "an dra foran".

Tarkwin ar Balc'h (Tarquinius Superbus) a vez graet eus diwezhañ roue Roma. Tirantus, rog, e voe argaset kuit gant ar Romaned e -509; da-heul e voe krouet ar Republik roman gouarnet gant ar Sened hag ar Vagistrated dilennet gant pobl Roma (d'ar mare-hont e oa an termen populus evit ar bobl armet, da lavaret eo keodedourien Roma (ken ar vrientinien hag ar werin)). E penn-kentañ ar Republik roman e veze tabutoù bras etre ar Batrisianed (brientinien) hag ar Plebs (gwerin). A-benn ar fin e voe savet ensavadurioù a gempoueze galloud ar Batrianed hag a reizhe hini ar goñsuled e -367.

Kregiñ a reas emled Roma dre aloubidigezh Italia Greiz ha preizhadenn kêr Veii e -396. Goude gwast Roma e -390 e krogas ur marevezh hir ma ne voe ket preizhet Roma biken ken gant hec'h enebourien hag a badas betek 410 ha drailh Roma gant Alarik.

Tamm-ha-tamm en em gann Roma gant hec'h enebourien hag e vrasa he ziriad a-nebeudoù. E -300 eo deroet an ingalder politikel da Blebeiz. E -272 eo mestr Roma war Italia a-bezh.

Adal -264, ha brezelioù Roma a-enep Kartago, da gentañ dre ar brezel punek kentañ ha, da c'houde, dre an eil brezel punek, e tap ar Romaned aloubiñ Sikilia, Korsika ha Sardigna hag Hispania. Dont a ra Roma da vezañ an nerzh kentañ e kornôg ar mor Kreizdouar e -202. Kartago hag a rank paeañ un truaj da Roma a vo distrujet-lip e -146 gant ar Romaned.

Efedusoc'h-efedusañ anezho, e krog al lejionoù roman da emellout e aferioù Gres, rouantelezh Makedonia hag Azia Vihan. E-pad an Eil kantved kt JK eo sujet Gres gant Roma. Degas a raio ul levezon sevenadurel bras-meurbed dezhi. Pinvidik-mor eo begenn ar Romaned diwar o freizhadennoù brezel. E-keit-se e kresk en enkadenn sokial en Italia. Diazezet e oa berzh ar Republik war ur c'hempouez etre an elfennoù anezhi. Dont a raio he diskar da-heul un emled bet trumm betek re. Soñjet e oa bet an ensavadurioù anezhi evit ur geoded. Divarrek int da verañ un impalaeriezh. Adal -133 eo stegnetoc'h an traoù (s.o. ar re Gracchus), tud c'hoantek a stourm evit tapout ar galloud : Marius a-enep da Sulla, Cinna, Pompeius a-enep da Jul Kaezar, Octavius a-enep da Mark Anton.

Evit gouzout hiroc'h diwar-benn framm politikel ar Republik, sellet ouzh Ensavadurioù ar Republik roman.

Evit gouzout hiroc'h diwar-benn red an darvoudoù, sellet ouzh Istor ar Republik roman hag ouzh Roll koñsuled an Impalaeriezh roman uhelañ.

Evit gouzout hiroc'h diwar-benn framm sokial ar Republik, sellet ouzh Kevredigezh ar Republik roman.

An impalaeriezh roman (-31 betek 395)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An impalaeriezh roman en he barr, e-tro 120

Kregiñ a ra an impalaeriezh roman goude ganedigezh Jul Kaezar ha donedigezh Octavius Augustus d'ar galloud. E-ser damantiñ d'an urzh senedel, e kreñva Aogust e c'halloud personel. Gras da labour al lejionoù e teu a-benn da vrasaat ar bed roman a-galz. Aozañ a ra an impalaeriezh dre broviñsoù meret a-drugarez da urzh ar varc'heien.

Barr an impalaeriezh a vo tizhet gant e warlec'hidi, impalaerien tiernelezhioù Julio-Klaoda, ar Flavianed hag an Antonined. En Eil kantved, emañ gorread an impalaeriezh en he brasañ. Gant ouzhpenn ur milion a annezidi ez eo Roma kêr vrasañ ar bed kreizdouarel gant ur framm dibar.

Gras d'ar pax romana (peoc'h roman) e talc'h an trevadennoù da ziorren a-drugarez da evergetegezh an dibabidi. Bleuñviñ a ra meurgêrioù bras Kartago, Antiokia hag Aleksandria en-dro.

Sellet ouzh ar pennad Aozadur kêr Roma evit dizoleiñ an diskoulmoù lakaet e plas evit merañ ar gêr veur-mañ

An impalaeriezh roman diwezhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Difenn an impalaeriezh a-enep gwask bepred kreñvoc'h ar C'hermaned a zegasas d'e heul milourekadur an impalaeriezh. Goude tiernelezh Severus e rank an impalaeriezh talañ ouzh un enkadenn bolitikel ha sokial vras en IIIe kantved. A-benn e teu impalaerien Illiria da adsevel an traoù en o rez a-benn ar fin e dibenn an IIIe kantved. War dreuzoù ar IVe kantved e c'hall an impalaeriezh addispakañ he nerzh goude meur a dreuzfurmadur bras : Rannet eo an impalaeriezh hag ingalet eo ar galloud etre impalaerien (tetrarkiezh, ha goude Aogust eilet gant Kaezared), treuzkaset eo ar gêr-benn da Gergustentin, diharzveliezh, pounneraet eo ar velestradurezh, germanekaet al lu. Ambrouget eo an treuzfurmadurioù-se gant diorroidigezh ar relijion kristen.

Tamm-ha-tamm e vo doujet d'ar gristeniezh gant an impalaeriezh roman ha, goude-se e vo degemeret ganti e-doug ar IVe kantved. Dindan un nebeud remziadoù tud en em framm ar gristeniezh gant harp an impalaeriezh. Un termen a vo lakaet d'ar c'hendoujañs relijiel gant Teodosius I ha Gratian a lakaio dre heg ar relijion gristen da relijion nemeti.

Sellet ouzh pennad an Impalaeriezh roman hag ouzh roll an impalaerien.

Sellet ouzh ar pennad diwar-benn ar proviñsoù roman hag ouzh ar pennadoù gouestlet da bep proviñs



An impalaeriezh roman divodet (goude 395)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet adunanet evit ar wech ziwezhañ e 394 gant Teodosius I, eo daouhanteret an impalaeriezh adarre :

Aozadur milourel, politikel, relijiel hag ensavadurioù roman

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez :

Andon an arz roman zo da glask eus tu ar sevenadur italek met ne grogas da vleuniañ da vat nemet goude bezañ kejet gant an arz gresian a vo drevezet gantañ e-pad pell.

Pennad pennañ : arz roman

Savouriezh

En he bleuñv emañ ar savouriezh roman e kêr. Degasadennoù a zeu da vare ar savouriezh impalaerel a ouio ledañ dre holl implij ar volz war hantergelc'h hag implij ingal ar mortez (opus caementicium), da gentañ, hag ar brikennoù da c'houde (opus latericium); savet e voe savadurioù hardisoc'h-hardisañ e Roma (Panteon, kolizeum, foromoù impalaerel, kibelldioù, hag all) hag er proviñsoù (Pont ar Gard, Kelc'hva Nîmes, hag all).

Adtapet ha gwellaet eo teknikoù kinklañ ar C'hresianed :

Sellet ouzh tipologiezh ar savadurioù er rummad Savouriezh roman

Sellet ouzh roll ar monumantoù er rummad Roll savadurioù roman

Gwelet ivez ar pennad war an Epigrafiezh latin

Lennegezh

Ur gwir dispac'h a voe degaset gant ar Romaned war tachenn al levr. Ganto e voe roet d'a llevrioù o stumm modern anavezet ganeomp dre vrudañ implij ar c'hodex, anezhañ ul strobad folennoù keinet, aesoc'h da implij ha da lenn eget ar follennoù roll boaziet da neuze.

Sellet ouzh ar pennad diwar-benn al lennegezh latin, hag ar rummad:Lennegezh c'hresian ar marevezh roman.

Buhez pemdez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hensevenadurezhioù ha sevenadurezhioù rakkoulmek
Mor Kreizdouar : Kartago | Egipt | Sevenadurezh minoeat | Sevenadurezh Mikene | Gres | Palestina | Henroma
Amerika : Azteked | Inkaed | Mayaed | Sevenadurezh ar Mississippi | Anasazied
Azia : Indus | Huned | Sina | Japan | Korea...
Norzh Europa : Kelted | Germaned | Vikinged
Afrika : Meroe...

ar pennadoù :

hag ar rummadoù :