Lucius Tarquinius Superbus

Eus Wikipedia
Lucius Tarquinius Superbus

Lucius Tarquinius Superbus (... – 495 kent J.K.) a oa, hervez ar vojenn, seizhvet ha diwezhañ roue Roma. Ren a reas eus -535 betek -509 pa voe harluet a Roma.

Gwall zu eo ar poltred graet anezhañ, gant Republikaned, ret eo larout. Hiriv e klasker didoueziañ ar wirionez eus ar vojenn na vije ken tost-se d'ar wirionez.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab pe mab-bihan e oa d'ar roue Tarquinus Kozh. Evel e vreur Arruns Tarquinius e voe dimezet Lucius Tarquinius da verc'hed ar roue Servius Tullius, a soñje en em ziwall diouzh iriennoù mibien e ziaraoger, penegwir e oa bet lazhet Tarquinus Kozh gant mibien ar roue en e raok, Ancus Marcius.

Tullia, pried Arruns, a zoganas he fried (au mépris de sa propre sœur) gant Lucius, he breur-kaer. A-benn ar fin e varvas ab daou bried strobus, hag e timezas Tullia ha Lucius.

Savet ar Republik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sextus Tarquinius a oa ken feuls evel e dad roue. Orgediñ a eure ouzh Lucretia, gwreg ar jeneral Tarquin Collatin, kar dezhañ. Gwallañ anezhi a reas[1]. En em lazhañ a eure ar wreg mezhekaet, Tarquin Collatin a reas d'ar bobl emsevelgant skoazell e genderv Lucius Junius Brutus, e dad-kaer Spurius Lucretius Tricipitinus ha Publius Valerius Publicola[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]