Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Benead Norcia

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Sant Benead Norcia, evel Santez Anna Wened, Itron Varia Beg ar Raz. Bianchi-Bihan 23 Gou 2007 da 03:28 (UTC)[respont]

Nann, ne gavan ket ez eus ur seurt reolenn evit anvioù an holl sent : er bedig ar brezhoneg, evel ma larez, e veze posubl berraat an dro-lavar pa ouie an holl vrezhonegerien e oa koulz Gwened ha Beg-ar-Raz anvioù-lec'h anavezet mat e Breizh. Pa lammer an araogenn e teu ur meskaj gant an anvioù-familh. Gwelloc'h eo degas ur ster anat e-lec'h doujañ ouzh troioù-lavar arbennik o tennañ d'ur bed a oa kloz er mare-se. --Ch. Rogel 24 Gou 2007 da 22:46 (UTC)[respont]
Ar bed ne oa ket ken bras ha bremañ en un doare (brasoc'h e oa en un doare all), met sur eo ne oa ket kloz: mont a rae an dud da birc'hirinañ betek an Douar Santel, evel a lavar tud zo c'hoazh.
N'eo ket troioù lavar "berraet", met brezhoneg yac'h.
Trist e kavan, en anv ur vodernelezh bennak, ober fae war ar yezhadur. Un hent risklus.
Gwir eo ivez e kaver Sant Frañsez Asiz e Buhez ar Sent (1912), e-kichen Sant Leonard a Borz-Mauris ha Sant Anton a Badou. A, ha n'eo ket eus. Sant Benead hepken avat. Bianchi-Bihan 24 Gou 2007 da 23:09 (UTC)[respont]

Evidon-me eo "a" ar stumm gwenedek a zo bet evit eus. E penn an XXvet kantved eo bet implijet "a" evit treiñ ar rannig "de" a oa arouez (faos alies-tre) an noblañs. Un nebeut beleien o deus kemeret evit ar Sent. Evit abegoù dianav eo bet kaset ar rannig "a" kuit gant R. Hemon ha F. Kervella. Kasoni a vagent enep noblañsed an URB marteze. Ne gomprenan ket perak chom hep implij gerioù simpl evit herzel ouzh ar meskajoù. N'eus hengoun lennegel staliet mat na reolennoù yezhadur kennebeut (pere?), met ur seurt kej-mesk. Mat e vije lakaat un tammig urzh. --Ch. Rogel 7 Eos 2007 da 20:41 (UTC)[respont]

Graet e vez gant Nursia e kazi an holl yezhoù (latin, saosneg, alamaneg en o zouez): ne gavan ket gwall poellek skrivañ Norcia: Nursia eo an anv orin (daoust ma vez graet gant Norcia e italianeg hiziv). Evezhiadenn all: gwelloc'h eo d'am soñj chom hep ober gant sant: n'eo anavezet evel sant nemet gant ar gatoliked hag e rank d'un holloueziadur bezañ hollvedel. Kinnig a ran eta adenvel ar pennad-mañ: Benead Nursia pe Benedictus de Nursia. Benoni (Kaozeadenn) 7 Eos 2007 da 21:48 (UTC)[respont]
Us sant italian, eus kêr italian Norcia? Ne welan ket perak e rafemp gant ar stumm latin kozh war zigarez emañ e galleg pe e saozneg: ne laromp ket Sant Jakez Campo Stellae. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2007 da 04:33 (UTC)[respont]
Peogwir eo an anv orin (bevañ a rae er Vvet kvd). Pe neuze kenkoulz brezhonekaat penn-da-benn e Benead Norsia, evel m'eo bet graet e galleg... Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 10:37 (UTC)[respont]
Dousik: Benedictus ha Nursia e latin? neuze Benedictus Nurcia. N'eo ket fur lakaat hanter vrezhoneg hanter latin evit un italian italianeger.
Pe Benead Norcia, hervez doareoù brezhonekaat an anvioù-lec'hioù am eus kredet lenn tu bennak. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2007 da 13:32 (UTC)[respont]

Spered ar yezh

[kemmañ ar vammenn]
Iskis an anv latin: la:Benedictus de Nursia. E latin ne veze ket graet gant an anv-gwan gwechall? Evel e la:Sanctus Antonius Patavinus, la:Sanctus Franciscus Assisiensis, ha betek e latin an XXvet kantved mar plij, evel e la:Teresia Lexoviensis, ha hennezh an anv bravañ anezho: la:Sancta Bernadetta Lapurdensis ... ha mil anv all. Mont a ra ar yezh kozh da goll gant an traoù yaouank-se! Bianchi-Bihan 21 Gwe 2007 da 13:39 (UTC)[respont]