Mont d’an endalc’had

Marcel Cachin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Marsel Kachin)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Marsel Kachin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMarcel Cachin Kemmañ
Anv-bihanMarcel Kemmañ
Anv-familhCachin Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Gwe 1869 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPempoull Kemmañ
Deiziad ar marv12 C'hwe 1958 Kemmañ
Lec'h ar marvChoisy-le-Roi Kemmañ
Lec'h douaridigezhGrave of Marcel Cachin Kemmañ
BugelMarcelle Hertzog-Cachin, Charles Cachin, Marie-Louise Cachin Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker, publisher, kelenner skol-veur Kemmañ
ImplijerL'Humanité Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Bordeaux Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Strollad politikelStrollad Komunour Gall, SFIO, French Workers' Party, Strollad Sokialour Bro-C'hall Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennetFrench presidential election 1932, French presidential elections of 1939, French presidential election 1931 Kemmañ
Diellaouet gantArchives nationales Kemmañ
Prizioù resevetOrder of Lenin Kemmañ
Marsel Kachin e 1918
Marsel Kachin ouzh un timbr soviedat

Marsel Kachin (Gilles Marcel Cachin e marilh ar boblañs, anvioù-stourmer er Strollad Komunour Gall: Adrien, Le Breton ha Lebreton[1]) (20 a viz Gwengolo 1869 e Pempoull[2]- 12 a viz C'hwevrer 1958 e Choisy-le-Roi) a oa ur politikour breizhat.

Mab e oa da vMarsel Kachin, archer a orin eus Saint-Justin (Gers), ha da vMarie-Louise Le Gallou, eus Plourivoù. Tad e dad a oa labourer-douar. C'hwec'h bugel en doa bet. Mont a reas Marcel Cachin da studiañ da liseoù Sant-Brieg ha Roazhon, ha da skol-veur Bourdel[3] ma tapas un aotreegezh war al Lizhiri e 1893. Dimeziñ a reas gant Marguerite David e 1906 e Pariz. Kemer a reas perzh e krouidigezh ar Strollad Komunour Gall e 1920. Tomm e oa ouzh ar brezhoneg[4] ha sikour a reas Youenn Drezen goude an Eil brezel-bed. Un ti en doa e Lanserv, e Plourivoù[1]. D'ar 5 a viz Gwengolo 1941 e voe harzet, hag e vabeg Paul Hertzog d'e heul, gant ar Sipo-SD. Bac'het e voent e prizon "La Santé" e Pariz. D'ar 17 a viz Here e voe dieubet Cachin, goude sinet gantañ un disklêriadenn ma save a-enep d'ar "gwalldaolioù hiniennel". Distreiñ a reas da Vreizh[5].

  1. 1,0 ha1,1 Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, 2003, p. 119
  2. [1] Akt ganedigezh, dielldi Aodoù-an-Arvor
  3. T. Ferlé, Le Communisme en France, Collection Documentation catholique, Pariz, Bro-C'hall, 1937, pajenn 78
  4. Meneget eo e-giz "Marsel gozh" gant Abeozen en e romant Argantael gant ar preder-mañ da-heul : "Un eston da veur a hini klevout ur c'homunist o sevel e vouezh da vrudañ ar brezhoneg" (adembann An Alarc'h, 2011, p. 12)
  5. Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, 2003, p. 505