Kaozeal:Marcel Cachin
Neuz
Ne gredan ket e ve testeniekaet a stumm Kachin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mez 2012 da 06:10 (UTC)
- adtapet ganin ar stumm skrivet en ur pennad all. Mat eo din vefe cheñchet.--Gouerouz (kaozeal) 10 Mez 2012 da 06:22 (UTC)
- savet gant ul lisead a gredan, c'hoant d'ober mat, met ne glot ket re gant doareoù ar wikipedia : François Hollande n'eo ket Fañch Holland ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mez 2012 da 06:31 (UTC)
- N'heller ket keñveriañ "Marcel Cachin" gant "François Hollande". Breizhad eo ar c'hentañ, Gall an eil. Breizhiz 'zo a c'hall kaout stummoù brezhonekaet evel "Loeiz ar Peñseg", "an Drian" pe "Tangi-Prijant"... Pa ouzer e oa M. Cachin a-du gant ar brezhoneg n'eo ket diwirheñvel soñjal e vo kavet ar stumm "Marsel Kachin" e-barzh skridoù eus an amzer-se (War Sao da gentañ penn, ha reoù all ivez.).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 Mez 2012 da 08:57 (UTC)
- savet gant ul lisead a gredan, c'hoant d'ober mat, met ne glot ket re gant doareoù ar wikipedia : François Hollande n'eo ket Fañch Holland ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mez 2012 da 06:31 (UTC)
- Keñveriañ a c'haller pezh a garer, hag arguzenniñ ivez. Un anv gallek eo Cachin, din da c'houzout, evel Duval, Dubourg, anvioù skrivagnerien vrezhonek kouskoude. Ma kaver ar stumm Kachin, n'eus nemet lavarout pelec'h, ha menegiñ. N'eo ket graet c'hoazh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mez 2012 da 09:05 (UTC)
- Skrivet e anv gant ur "K" e ruseg :-))) Kadbzh (kaozeal) 10 Mez 2012 da 17:30 (UTC)
- Ouzhpennet e "Anvioù-stourmer" er Strollad Komunour Gall ganin, gwelloc'h eget "Lesanvioù" d'am soñj. Kadbzh (kaozeal) 10 Mez 2012 da 14:59 (UTC)
- Skrivet e anv gant ur "K" e ruseg :-))) Kadbzh (kaozeal) 10 Mez 2012 da 17:30 (UTC)
Ouzhpenn e ruseg, n'eus bet kavet implij ebet eus "Kachin"? Neuze e vije ret ober gant an anv gwir. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mez 2012 da 05:49 (UTC)
- "Marsel Kachin" ! Biskoazh kement all ! N'eus abeg ebet da glask brezhonekaat un anv gall, ha pa vije an den bet ganet e Pempoull.
- Cachin : eus al latin cachinnare, "c'hoarzhin a-ziroll" e teu ar verb gallek kozh cachiner hag an anv cachin "goapadenn", "kunujenn" — gw. DAUZAT Albert, Dictionnaire étymologique des noms de famille et prénoms de France, Larousse, 1991, ISBN 978-2-03-730012-4.
- "Marc'hell" eo stumm brezhonek Marcel — gw. kumun Sant-Marc'hell e 56 (he mirdi, he ziez-kenwerzh, he farklec'hioù).
- "*Kacheñ(v)" e vije strumm brezhonek droch Cachin ; reishoc'h e vije *Marc'hell Goapaer, kement hag ober.
- — T42N24T (kaozeal) 12 C'hwe 2013 da 19:06 (UTC)
- Etimologiezh a zo un dra (c'hoari arvarus forzh penaos), ha fedoù a zo un dra all.
- An anvioù a orin gallek a veze brezhonekaet o distagadur betek nevez 'zo: hag an dibenn -in a veze distaget "in" (!). Colin, Martin, h.a.
- "Marsel" eo brezhonekadur boas a-vremañ "Marcel", evel "Marsel Klerg", ha kavet e vez "Marsel" ivez e Buhez ar Sent.
--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 C'hwe 2013 da 20:16 (UTC)
Ret vo klask Marsel Kachin e Buhez ar Sent un deiz bennak . Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 C'hwe 2013 da 21:02 (UTC)
- Sur a-walc'h en deus T.m. kavet Matil/ẽ/ an Dall enni, ha mar n'en deus ket en deus ijinet ul lezenn a glasko lakaat ar re all da heuliañ — Etimologiezh (sic) a zo un dra (c'hoari arvarus forzh penaos), ha fedoù a zo un dra all.... Biskoazh kement all adarre ! Ober fae war labour nouspet yezhoniour, geriadurour, mouezhiadoniour hag istorour eo kement-mañ, hag en un holloueziadur war ar marc'had, gant ar mennozh da chom an tostañ ma c'haller d'ar galleg, "yezh-kein" santel ar brezhoneg hervez a lavar lod kelennerion n'eo ar brezhoneg evito nemet ur yezh darev evit ar mirdi. Ar "fedoù"-se n'int nemet arouez diskar ar yezh a glaskomp adsevel amañ : Aet eo ar mammennoù da hesk eme Yann Gouer, N'eus ket mui dour er soursoù a lavar Jañ Beisant ; da zibab zo, ha kontrol da T.m. e tibaban, p'emañ ar brezhoneg gant ar stumm koshañ.
- Sur a-walc'h emañ T.m. a-du gant Quimper ha Croissant Bouillet neuze, peogwir o deus ar C'hallaoued ker gwir all da c'hallekaat an anvioù brezhonek goude-holl ("Etimologiezh...et cætera") — T42N24T (kaozeal) 12 C'hwe 2013 da 21:39 (UTC)
- Moarvat n'on ket bet komprenet mat. Marsel Klerg zo anavezet mat (ha da vare Marcel Cachin e veze lavaret "Marsel" ha neket Marc'hell.) "An distagadur ['martin] a zo e brezhoneg ivez, ha nouspet anv all. Dauzat, eñ, n'eo ket lakaet da vezañ ur gouizieg eus ar gwellañ pa skriv "Hoedig, diminutif de Houat, br. houad, canard, d'après la forme de l'île." (orin an anvioù-se n'o deus netra da welet gant seurt brizhouiziegezh)--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 C'hwe 2013 da 21:49 (UTC)
- Ur brizhouizieg e oa Albert Dauzat neuze, emezout hep reiñ daveenn ebet. Setu unan : DEROY Louis, MULON Marianne, Dictionnaire de noms de lieux, Le Robert, 1992, ISBN 978-2-85036-195-1, p. 223. Mar gouzez gwelloc'h, bez ar vadelezh da glokaat ar pennad Enez Houad gant daveennoù a c'haller gwiriañ, trugarez dit.
- Distroomp da Varcel Cachin. C'hoazh ur wezh ne roez daveenn ebet a-fed distagadur, met kompren a ran mat e vije un distagadur gallek d'an anvioù-bihan gallek bet roet gant ar vrezhonegerien d'o bugale : ur redi e oa evit an darn vuiañ eus an dud (kudennoù am eus bet evit disklêriañ ma bugale-me, a zo yaouank-flamm), hag ur c'hiz evit lod, evel an anvioù-bihan saoznek hiziv an deiz — na pet Jennifer ("Jénifère") pe c'hoazh Kevin ("Kévine") zo er skolioù... Ar pezh ne vir ket a zoujañ da anv gall un den bet marvet e 1958 ; n'eus abeg ebet d'e gemmañ hep ali e diegezh. Ouzhpenn-se, amjestr a-walc'h eo an doare, pa oar an holl Vretoned lenn anvioù gallek pa gejont outo. — T42N24T (kaozeal) 13 C'hwe 2013 da 19:01 (UTC)
- Moarvat n'on ket bet komprenet mat. Marsel Klerg zo anavezet mat (ha da vare Marcel Cachin e veze lavaret "Marsel" ha neket Marc'hell.) "An distagadur ['martin] a zo e brezhoneg ivez, ha nouspet anv all. Dauzat, eñ, n'eo ket lakaet da vezañ ur gouizieg eus ar gwellañ pa skriv "Hoedig, diminutif de Houat, br. houad, canard, d'après la forme de l'île." (orin an anvioù-se n'o deus netra da welet gant seurt brizhouiziegezh)--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 C'hwe 2013 da 21:49 (UTC)
Pep hini en deus aotre da gemmañ pep pennad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 13 C'hwe 2013 da 19:31 (UTC)
- Un holloueziadur kenlabourus eo Wikipedia ; gwell eo kendivizout kent kemmañ anv ur pennad, rak liammoù etrewiki zo, ha re a adkasoù dija. N'eus daveenn resis ebet a-berzh Tm da geñver an abeg da virout "Marsel Kachin", a hañval bout ur brezhonekadur kammarverus a-berzh ul likezad Diwan, setu e ranker arguzenniñ. Forzh penaos, kemmañ ur pennad en tu kontrol d'ar stumm orin na c'haller ket ober hep daveennoù pe arguzennoù sonn ; en argerzh-se emaomp bremañ, ha tu zo dit da gemer perzh, pa oas bet an implijer kentañ o kavout abeg e "Marsel Kachin". T42N24T (kaozeal) 13 C'hwe 2013 da 20:31 (UTC)
- Evit daveenn Dauzat, Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France, 1963, p. 353. Evit an doare da zistagañ an anvioù (ha pa vefent divrezhonek a-orin) e c'haller sellet P. Pondaven & allii, Anoiou famillou Bro-Leon (sic): evit "Colin" gw. p. 115, evit "Martin" p.266 (hag en anvioù-se e vez distaget /in/).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 13 C'hwe 2013 da 20:55 (UTC)