Marcel Cachin

Eus Wikipedia
Hoplite helmet.svg
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Marsel Kachin e 1918
Marsel Kachin ouzh un timbr soviedat

Marsel Kachin (Gilles Marcel Cachin e marilh ar boblañs, anvioù-stourmer er Strollad Komunour Gall: Adrien, Le Breton ha Lebreton[1]) (20 a viz Gwengolo 1869 e Pempoull[2]- 12 a viz C'hwevrer 1958 e Choisy-le-Roi) a oa ur politikour breizhat.

Mab e oa da vMarsel Kachin, archer a orin eus Saint-Justin (Gers), ha da vMarie-Louise Le Gallou, eus Plourivoù. Tad e dad a oa labourer-douar. C'hwec'h bugel en doa bet. Mont a reas Marcel Cachin da studiañ da liseoù Sant-Brieg ha Roazhon, ha da skol-veur Bourdel[3] ma tapas un aotreegezh war al Lizhiri e 1893. Dimeziñ a reas gant Marguerite David e 1906 e Pariz. Kemer a reas perzh e krouidigezh ar Strollad Komunour Gall e 1920. Tomm e oa ouzh ar brezhoneg[4] ha sikour a reas Youenn Drezen goude an Eil brezel-bed. Un ti en doa e Lanserv, e Plourivoù[1]. D'ar 5 a viz Gwengolo 1941 e voe harzet, hag e vabeg Paul Hertzog d'e heul, gant ar Sipo-SD. Bac'het e voent e prizon "La Santé" e Pariz. D'ar 17 a viz Here e voe dieubet Cachin, goude sinet gantañ un disklêriadenn ma save a-enep d'ar "gwalldaolioù hiniennel". Distreiñ a reas da Vreizh[5].

Daveenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, 2003, p. 119
  2. [1] Akt ganedigezh, dielldi Aodoù-an-Arvor
  3. T. Ferlé, Le Communisme en France, Collection Documentation catholique, Pariz, Bro-C'hall, 1937, pajenn 78
  4. Meneget eo e-giz "Marsel gozh" gant Abeozen en e romant Argantael gant ar preder-mañ da-heul : "Un eston da veur a hini klevout ur c'homunist o sevel e vouezh da vrudañ ar brezhoneg" (adembann An Alarc'h, 2011, p. 12)
  5. Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, 2003, p. 505