Eugène-Ange-Marie Bouché
Eugène-Ange-Marie Bouché, bet ganet e Rostrenn (Aodoù-an-Hanternoz, Breizh) d'ar 7 a viz Gwengolo 1828 ha marvet d'ar 4 a viz Mezheven 1888 e Landreger (Aodoù-an-Hanternoz), a oa un den a iliz breizhat.
Beleget e voe d'an 22 a viz Kerzu 1855 hag anvet da eskob Sant-Brieg ha Landreger da-heul Augustin David (1812-1882 d'an 20 a viz Gwengolo 1882. Peureskobet e voe Roma d'ar 25 a viz Gwengolo ha sakret en iliz-veur Sant-Brieg d'an 30 a viz Du.
Gantañ e voe kaset da benn adsavadur bez Erwan Helouri a oa bet distrujet en iliz-veur Landreger gant ar soudarded republikan e penn-kentañ miz Mae 1794, e-kerzh an Dispac'h Gall. En abeg da se eo e voe lesanvet "eskob sant Erwan". Siwazh dezhañ ne voe ket evit kemer perzh e lid-digeriñ ar monumant nevez dre ma 'z eas da Anaon a-raok ar 6 a viz Gwengolo 1888, an deiziad ma oa bet raktreset delc'her ar gouel meur.
Pierre-Marie Fallières (1834-1906) a voe anvet war e lerc'h.
Ardamezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Awenet int gant re kêr Rostrenenn ː en erminoù e deir dreustell en gul, un hanterskeudenn Itron-Varia Rostrenenn en argant balirant er c'hondon.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960