Mont d’an endalc’had

Pierre-Marie Fallières

Eus Wikipedia
Ardamezioù Ao. Fallières

Pierre-Marie Fallières a voe seizhvet eskob Sant-Brieg ha Landreger, goude emglev 1801, hag an hini diwezhañ an XIXvet kantved, eus an 28 a viz Eost 1889 d'an 11 a viz Mae 1906.

Ganet e oa bet e Mézin (Lot-et-Garonne) d'an 9 Ebrel 1834.

Kenderv e oa da Armand Fallières, prezidant ar Republik C'hall (1906-1913).

Anvet e voe da eskob Sant-Brieg ha Landreger d'an 28 Eost 1889, ha sakret d'an 23 C'hwevrer 1890.

Adsevel e reas kloerdi bihan Landreger.

D'an 9 Gwengolo 1890 en doa benniget maen-bez nevez Sant-Erwan savet en iliz-veur Landreger gant Eugène Bouché. Meur a eskob ha beleg e oa gantañ, ha tost da 30000 a dud.

Kalvar ar Protestation

Aet en fulor abalamour e oa bet savet delwenn Ernest Renan war blasenn-kêr Landreger dirak an iliz-veur, e reas sevel ur c'halvar bras da enebiñ ouzh an delwenn-se en tu all d'ar blasenn, benniget e 1904. Ar c'halvar en em gav bremañ e-kichen ar porzh-mor.

Sikouret en doa sevel kehelerezh an Itron Varia en e eskopti, ha gellout a reas sevel Itron-Varia-Gwir-Sikour Gwengamp hag Itron-Varia an Esperañs Sant-Brieg da ilizoù-rouanez bihan, ha kuruniñ Itron-Varia-an-Drezenn Rostrenenn.

Aet e oa Pierre-Marie Fallières da Anaon d'an 11 Mae 1906, ha sebeliet e chapel bihan Itron-Varia ar Feunteun e Sant-Brieg.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960