Emgann Kergidu (romant)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Ur pennad diwar-benn ur romant eo hemañ. Ur pennad all zo diwar-benn an emgann c'hoarvezet e Kergidu. Sellit ouzh Emgann Kergidu.
Embannadur 1878

Emgann Kergidu zo anv ur romant skrivet e brezhoneg gant Lan Inizan e dibenn an XIXvet kantved. Kontet eo da vezañ ar c'hentañ romant brezhonek.
Abaoe ma voe kavet ur romant koshoc'h diembann, Kastell Keryann Koadanskourr, e lavarer eo ar c'hentañ romant embannet e brezhoneg.

Embannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet e oa bet Emgann Kergidu, evit ar wech kentañ, e ti Lefournier, e Brest e div lodenn. Al lodenn gentañ a oa deut er-maez e 1877 hag an eil e 1878.

Adembannet eo bet e peurunvan gant Al Liamm e 1977.

C'hwezek pennad a ya d'ober al levrenn gentañ :

KENTA PENNAD — Kastel-Paol ha Landreger.
EIL PENNAD — Ar skrab e kouent Sant-Aubin.
TREDE PENNAD — Runveuzit e parrez Ploumagoar.
PEVARE PENNAD — Plouaret ha Perros-Guiriek.
PEMPED PENNAD — Loull ar Bouc'h, persoun intru Plouaret.
C'HOUEC'HVED PENNAD — Loull ar Bouc'h e kraou ar moc'h. He varo e Bourbriak.
SEIZVET PENNAD — Santez Berc'hed e Sant-Thegonnek.
EIZVET PENNAD — Gouel MIRABEAU e kear Lesneven.
NAOVET PENNAD — Konk-Leon.
DEKVET PENNAD — Lokournan ha Porspoder.
UNNEKVET PENNAD — Plougerne.
DAOUZEKVET PENNAD — Plougouloum,— Sibiril,— Kleder,— Plouescat,— Guinevez,— Trelez.
TRIZEKVET PENNAD — An tenna d'ar zort e Plabennec hag e Kastel.
PEVARZEKVET PENNAD — Kergidu.
PEMZEKVET PENNAD — Epad an emgann.
C'HOUEZEKVET PENNAD — Goude an emgann,

tra ma'z a trizek pennad hepken d'ober an eil levrenn :

KENTA PENNAD — Trelaouenan. — Koajou Kermenguy
EIL PENNAD — Keraouell
TREDE PENNAD — Maner-al-Liorzou
PEVARE PENNAD — Lanzeon
PEMPET PENNAD — Trefalegen e Lanhouarne
C'HUEC'HVET PENNAD — Tour Berven
SEIZVET PENNAD — Taole. — Paolik ar Sant
EIZVET PENNAD — Penn-an-Neac'h, e Plouenan. — An Aoutrou Gall. — An Aoutrou Coarigou.
NAOVET PENNAD — Ar zoudard Fabian Croy.
DEKVET PENNAD — An Aoutrou Branellec. — An Itroun Le Guen.
UNNEKVET PENNAD — Anna ar Zant
DAOUZEKVET PENNAD — Kere Pont-Eoun
TRIZEKVET PENNAD — An Dour-Du ha Plougasnou.

Ar romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kontet eo ennañ troioù Yann Pennhorzh a gemeras perzh en emgann Kergidu, e Plougouloum, nepell diouzh Kastell-Paol, e 1793, a-enep soudarded ar Republik, renet gant ar jeneral Jean Baptiste Camille de Canclaux.

Prezegennoù hir diwar-benn ar relijion zo el levr, met brezhoneg yac'h zo ivez, hag un oberenn a bouez eo evit studi ar yezh koulz ha hini an istor hag ar gevredigezh. Hiziv an deiz e vez kavet c'hoazh da vezañ studiet e program ar C'hapes/Kafep Brezhoneg.

Setu ur skouer ma c'heller gwelet liv anat ar relijion gant an oberenn met war ar mesmes tro liv ur brezhoneg a-zoare :

Levrenn gentañ/Pajenn 101 :
"leac'h ma ne vezo ket klasket. N'eus forz, ne
ket kals nec'het gant kement-se, rak ar pez a
rank da ober herrio a ranke da ober deac'h :
Eur belek katolik a zo eun evn guenn ervad;
Herrio 'ma el lannek, varc'hoaz e vo er c'hoad;
Disul enn eun neiz pick, dilun enn eun neiz bran,
Hag el leac'h ma tebr lein ne zebr nep tro he goan."

Mennozhioù an Aozour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An oberenn Emgann Kergidu ouzhpenn bezañ ul levr o kontañ ul lod eus Istor Breizh a zo ivez ha dreist-holl un digarez gant Lan Inizan da brezegenniñ ha klask kenteliañ hervez e soñj tud e amzer awenet dre un istor dammwir. Evit an Aozour ez eo rannet etre zaou ar gevredigezh en amzer ar Reveulzi C'hall en Breizh: en un tu an dud a vat a-enep d'ar Reveulzi hag en tu all an dud a fall a sav a-du gant ar Reveulzi. Pe gwenn pe du ez eo ar bed, ha n'eus ket tud a vez kavet en entremar pe diseblant dirak an darvoudoù. an tudennoù a-du gant savboent an Aozour a zo dre ret tud disi: Kalonek int, tost ouzh o familh, leal da Zoue hag eeun en ho puhez, o kaout resped evit tud an noblañs hag an dud pinvidik hag ar re-se o tifenn ha magañ ar re munut. Dreist-holl e vezo kavet amañ tud an arvor ha tud war ar maez. An dud a-enep mennozhioù an Aozour a zo dre ret bernioù si anezho: trubard, mezvierien, laer, lezirek, feuls ha digred. Lar a ra anezho an Aozour ez int evel dislonket gant an ifern ha gant an diaoul.

Levrenn gentañ/Pajenn 88 : "C'houi, paotred iaouank an amzer zo breman, hoc'h euz kement a skiant var ho meno abalamour m'eo touz ho penn, abalamour ma ouzoc'h mont aliesoc'h d'ar c'hafeou eget da gofez, daoust ha c'houi o piche great guell eget na rea an dud iaouank euz va amzer-me, ne c'houient, an darnvuian, na skriva na lenn ?"

Pajenn 94 : "A veac'h eur stereden en em zispak eur veach enn amzer evit diskouez e peleac'h eman ti an Aoutrou Doue."

Pajenn 97 : "Ploumanac'hiz koz a c'houie selaou ho beleien, heuilla lezen Doue ha beza tud vad, leal hag eeun. Ar re zo brema siouaz ! o deuz chenchet giz."

Pa z'eo embannet Emgann Kergidu evit ar wech kentañ ez eo ur mare a drubuilh da geñver plas an Iliz er gevredigezh C'hall. An Aozour Lan Inizan a implij e zonezon a gonter evit klask broudañ pobl Breizh Izel hag ar beizanted dreist-holl da vont gant enebiñ ar Republik C'hall ha da zifenn Breizh hag an Iliz. Dre hanterenn an Haroz Yann Pennhorzh e vez graet kement-mañ.

Adkavet e vez ivez buhez ar skrivagner hag e savboentoù personel e maez ar bolitikerezh hag ar relijion dre meur a wech en oberenn na pa gomz d'eus ar Brusianed dizabeg en oberenn Emgann Kergidu pe pa sav ar goaz war al labourerien-kër mezvierien daonet ha feneant kement-mod.

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rafael Urien, "Emgann Kergidu : eus al Lennegezh d'an Istor", Aber 22 (Goañv 2005), p. 514-556

Awenet gant Emgann Kergidu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abadenn radio war Radio Breizh eskemmoù istorel war emgann Kergidu Echu gant mojenn Emgann Kergidu

Filmig sonerezh gant Brieg Guerveno kanaouenn Emgann Kergidu [Brieg guervenno war al leurenn Bali Breizh]

Barzhoneg gant Bernez Tangi Emgann Kergidu [lyrikline Bernez Tangi]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Studiadenn gant René Galand Wellesley College "Histoire et Idéologie: Emgann Kergidu Traduit de Reun ar C’halan, "Istor ha kealoniezh : Emgann Kergidu", Al Liamm, no 286 (1994), pp.361-383." [[1]]