Mont d’an endalc’had

Bernez Tangi

Eus Wikipedia
Bernez Tangi
Bernez Tangi
Bernez Tangi hag Olwenn Manac'h
Anv ofisiel Bernard Tanguy
Obererezh Kaner, Skrivagner, troer, difazier
Ganedigezh 11 Mezheven 1949
e Karanteg, Banniel Bro-Leon Leon,
Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Imram e 1986,
Priz Langleiz e 2011

Lec'hienn ofisiel bernez-tangi.com/

Bernez Tangi, ganet e Karanteg d'an 11 a viz Mezheven 1949, zo ur barzh, ur c'haner hag ul livour breizhat. Brezhoneger a-vihanik eo, ha divizet en doa mont da redek ar bed goude e studioù (Europa, Amerika, Azia, Afrika). Gant Denez Abernot hag un nebeud sonerien all en doa savet ar strollad rock e brezhoneg Storlok (1976-1980).

Er bloaz 2001 e nac'has ar priz  Du-mañ Du-se  deroet gant France 3 Ouest goude e levr Rod an Avelioù, en abeg da lec'h dister ar brezhoneg er media foran ; an hevelep priz a voe deroet dezhañ e 2011, ar pezh e vroudas da enrollañ ur c'hlip video anvet Gwerz ar skinwel a oa c'hoazh a-zivout stad ar brezhoneg er skinwel.

  • 1986 : Fulennoù an tantad, Lesneven : Hor yezh (Mouladurioù Hor Yezh-Skrid) — Priz Imram 1986)
  • 2001 : Rod an Avelioù, Mouladurioù Hor Yezh-Skrid
  • 2005 : Chien de feu (Tarv Ruz). Un dibab barzhonegoù troet e galleg, embannet gant ur CD ma klever ar barzh o lenn ar skridoù brezhonek.
  • 2010 : Ar Saouzanenn, barzhonegoù, Skrid (Here), Priz Langleiz 2011
  • 2015 : 1973, romant (Skrid)
  • 2018 : Dastumadeg an Anaon , barzhonegoù (Skrid)
Gant Storlok
  • 1978 : Gwerz An Dilabour/Gwerz maro Jorj Jackson (45 tro)
  • 1979 : Stok-ha-stok
Gant Pempbiz
  • 2011 : Pempbiz
  • 2015 : Karantez, marv ha faltazi
E-unan
  • 1990 : Kest al lec'h (kasedig embannet gantañ)
  • 2001 : Eured an diaoul (An Naer Produksion)
  • 2009 : Lapous an tan (Tarv Ruz)
  • 2012 : Gwerz ar skinwel, kenlabour gant Yon Gouez
  • 2015 : L'animal entraîne l'homme (IXIISIS Records) — Kenlabour gant an arzourez IXIISIS

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]