Denez Abernot
Denez Abernot, ganet en arvor Bro-Leon (Bro-Bagan) e 1955, zo ur c'haner ha saver kanaouennoù brezhonek. Kanañ a rae gant Storlok e penn diwezhañ ar bloavezhiou 1970, hiziv eo livour (ha barzh) en Arvor Bro-Leon.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A bep seurt traoù en deus bet graet : pesketaer, koñversant, skolaer (skolaer kentañ Diwan e 1977), c’hoarier pezh (gant Strollad ar Vro Bagan) ha kabiten war listri an Departamant eus Konk-Leon da Eusa. Kaner eo ivez, ha saver tonioù ha sonioù, doare rock, blues pe folk. E don brudetañ a zo, hep mar ebet, Gwerz ar vezhinaerien.
Kanet en deus bet gant ar strollad Storlok, hag ur bladenn solo, Tri miz noz, a oa deuet er-maez gantañ e 1998 gant Jacques Le Guellec.
Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gant Storlok Stok ha stok (1979) NOE 30011
- Tri miz noz (1999) SMC 1047