Sant-Tegoneg
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Sant-Tegoneg | ||
---|---|---|
![]() Ar c'halvar hag an iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Thégonnec | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Montroulez | |
Kanton | Sant-Tegoneg (betek 2015) Montroulez (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 29266 | |
Kod post | 29410 | |
Maer Amzer gefridi | Solange Creignou 2014-2015 | |
Etrekumuniezh | Montroulez Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Montroulez | |
Lec'hienn web | http://www.saint-thegonnec.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 666 ann. (2013)[1] | |
Stankter | 73 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 7 m — brasañ 216 m | |
Gorread | 41,76 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Tegoneg a oa ur gumun eus Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Penn kanton e oa betek 2015. Santegonegiz ha Santegonegadezed a vez lâret eus an annezidi. Bodet e voe gant Logeginer-Sant-Tegoneg d'ar 1añ a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez: Sant-Tegoneg-Logeginer[2].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [3].
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 22 a viz Meurzh 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2015 e oa 50 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (14,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[4].
Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur seurt rimadell zo ma ranker lavarout, buanañ ma c'haller : Santegonegadez on ha ne zisantegonegadezin ket ken na vo disantegonegadezet an holl santegonegadezed.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En geoted, e vleiz tremenant en argant, krabanet ha teodet en gul; e gab en argant karget gant teir c'hroazig en gul.
|
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Abjean, person, ha Tanguy, kure[5].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eil Brezel Bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 23 a viz Genver 1943 e kouezhas un nijerez (Stirling marilhet R9248 ha kodet AA-H) e Sant-Tegoneg[6][7].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ar Roc'h Toull : mougev ma'z eus bet kavet mein-kailhastr ragistorel ha ma vev ur spesad logod-dall rouez (Frigribell vras)
- iliz Itron Varia, gouestlet da Sant Tegoneg ivez (XVIvet kantved)
- kalvar Luzeg (1864)
- maner Penfao
- kastell Kelenneg
- kastell Penc'hoad
- monumant ar re varv, a-dreñv an iliz
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
6 (aerlu) |
Hollad | 6 |
Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed d'an 23 a viz Genver 1943 pa gouezhas o c'harr-nij (Stirling marilhet R9248 ha kodet AA-H) e Sant-Tegoneg[8][9].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar Peñzez emañ ar gumun.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Silverton (Rouantelezh-Unanet) abaoe 2007
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr) Dastumad an aktaoù melestradurel Prefeti Penn-ar-Bed, 23 Kerzu 2015
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 48
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Commonwealth War Graves Commission