Mont d’an endalc’had

Rafael Urien

Eus Wikipedia

Rafael Urien, ganet e 1969, zo kelenner war an istor hag an douaroniezh e skolajoù ha liseoù publik Penn-ar-Bed.

Gantañ eo bet savet ar Gevredigezh vrezhon. Meur a wech eo deuet a-benn da lakaat embann kemennoù brezhonek e-barzh kazetennoù gallek.

Pennadoù en deus skrivet ivez e kelaouennoù brezhonek.

Aber
  • Un alberz eus istor an Emsav abaoe an Eil Brezel-Bed, niv. 19, 2005, pp. 49-52
  • Emgann Kergidu : eus al Lennegezh d'an Istor, niv. 22, 2005, pp. 514-556.
Bremañ
  • Dasorc'hidigezh ur vro hag he yezh, niv. 397, 2014, pp. 12-14.
Kannadig Imbourc'h
  • Evit un Emsav Broadelour Brezhon, niv. 20.
  • Breizh en he darempredoù etrekeltiek abaoe 1945, niv. 29[1], 2004.
  • Welcome in Brittany, niv. 40[2], 2005.
  • Breizh, Frañs hag ar Bed, niv. 47[3], 2006.
  • Kemmoù bras en Inizi Predenek, niv. 51[4], 2007.
Al Lanv
  • Istor Iwerzhon evit an holl (rakskrid), niv. 135, 2015.