Plounerin
Plounerin | ||
---|---|---|
Maner Lezoualc'h | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plounérin | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Plouared (betek 2015) Plistin (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22227 | |
Kod post | 22780 | |
Maer Amzer gefridi | Patrick L'Héréec 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 787 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 30 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 157 m bihanañ 105 m — brasañ 247 m | |
Gorread | 25,89 km² | |
kemmañ ![]() |
Plounerin zo ur gumun eus Breizh e Treger, e departamant Aodoù-an-Arvor.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Plounerin he deus ar Gwig war he lez kreisteiz, ar Yar war he lez kornog, ha gwazh Rosambo war he lez hanternoz.
- Kumunioù amezek : Plufur; Lanvaeleg; Plounevez-Moedeg; Logivi-Plougraz; Plougraz; Gwerliskin; Plegad-Moezan
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
- B. Tanguy : Ploenerin, fin XIVvet, 1425, 1444, 1453, 1537; Plounérin, 1620.
- Ploenerin, 1425; Ploenerin, 1434; Plounerin, 1512; Plouenerin, 1516; Plonerin, 1630; Plouerin, 1654
- Savet eo an anv diwar ar ger plou hag an anv Nerin, marteze diwar AneirinEvit B. Tanguy, chom a ra Nerin ur gudenn.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 90 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,93% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas nav den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Enrollet an 31 Meurzh 1926 eo bet c'hwec'h monumant Plounerin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chapel Beaj Vat (1575-digor XVIvet); ha chapel vihan en he gichen
- Kalvar bered an iliz
- ur groaz war hent Gwerliskin
- Maner Lesmoal
- Maner Keraez, er bourg
Monumantoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chapel I.V ar Sklaerder (XVIIvet)
- Chapel Kerigonan (XVIIIvet)
- Maner Bruilleg
- Maner Kergoad
- Feunteunioù Sant Kirio, Sant Yann ar Rechoù (XVIIIvet), I.V Beaj-Mat
- Maner Lezoualc'h
- Iliz katolik Sant Nerin, serret abaoe ur pennad mat, a oa bet kaoz da zistruj dre'n avani eo re zañjerus. Goude ur referendom er gumun ez eus bet divizet ober al labourioù ret evit he mirout.
- Monumant ar re varv: ur soudard mourraouek koant zo warnañ.
- Beg ar C'hra, anv-lec'h hag ostaleri brudet.
- Roc'h ha Chapel Kirio.
- Kroazioù Pont-Hir
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 29 a viz Gouere 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Da-heul ul labour kaset da benn gant Ofis ar Brezhoneg eo bet reizhet anvioù-lec'h Plounerin ha lakaet da stumm ofisiel nemetañ ar stummoù brezhoneg reizh, e 2006. Cheñchet e voe an holl banelloù war ar maez.
- D'ar 14 a viz Here 2005 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
Tud vrudet ganet e Plounerin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yann-Vari ar Yann, barzh brezhonek ganet e Plounerin e 1813.
Levroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ 2,0 ha2,1 [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb