Gwerliskin
Gwerliskin | ||
---|---|---|
![]() Ar Prezidial. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Guerlesquin | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Montroulez | |
Kanton | Plouigno | |
Kod kumun | 29067 | |
Kod post | 29650 | |
Maer Amzer gefridi | Gildas Juiff 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Montroulez Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Montroulez | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 286 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 59 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 188 m bihanañ 109 m — brasañ 267 m | |
Gorread | 21,83 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwerliskin a zo ur gumun eus Bro Dreger e kanton Plouigno, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
Bep miz Eost e vez dalc'het "Kampionad ar bed bannañ peulvan" er gumun, ha kement-mañ abaoe 2001.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eieniñ a ra ar stêr Yar e Gwerliskin.
- Kumunioù amezek : Bodsorc'hel; Plegad-Moezan; Plounerin; Plougraz
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- J.B. Ogée, 1780 : Guerlequin / Querlesquen.
- Bernard Tanguy (1990) : Guirlisquin, c. 330; Guirlisten, 1371; Guerlisquin, 1425, 1444, 1453; Guerlisquin, Guerlisquen, 1430; Guernlisquin, 1481; Guerlisquin, 1512, 1682. Talvoudegezh : gwern + Lesquin / Lesquen, pe Glisquin, anv den
- Hervé Abalain (2000) : "Guirlisquin vers 1330, Guernliquin en 1481. Talvoudegezh : Gwern Heskin
Ardamez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En aour, e dreustell en gul.
Diforc'h ardamez familh Charuel
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Breuriezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Adal ar Grennamzer e voe rannet Gwerliskin etre peder breuriezh : bourg ; Kerivoal, tostik da Sant-Ener ; ar Fanet, e-kichen chapel Sant-Tegoneg ; Penn-ar-c'hoad, e-tal Sant-Maodez. Ouzhpenn e oa meur a genvreudeuriezh e Gwerliskin : hini a Sakramant, savet a-raok 1625[2], kenvreudeuriezh ar Rozera (savet e kerzu 1643[3]), fini an Tiegezh Santel (savet e 1715}}). Re all a voe savet diwezhatoc'h c'hoazh : hini ar marv mat e 1866, ha hini ar Galon Sakr e 1879.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Perennes, person, ha Le Foll, kure[4].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 106 gwaz eus ar gumun, d.le. 5,68% eus he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[5].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz Sant Tenenan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Tenenan.
Prezidial[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Feunteun kreiz-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumant ar Re Varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[6].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[7].
Ya d'ar Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 21 a viz Kerzu 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Familh Charuel.
- Prosper Proux, skrivagner brezhonek.
- Charles Rolland, skrivagner brezhonek.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
l'Ollivier
Aotrounez la Villeneuve / Kernevez |
|
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) Gwerliskin war lec'hienn Geobreizh
- Lec'hienn ar gumun
- Gwerliskin war lec'hienn Park an Arvorig.
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ E 1625 e reas Guillaume Quernec ur road da zerc'hel lamp ar genvreudeuriezh
- ↑ Savet gant Dominique Le Meur, manac'h dominikan e Montroulez
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 47
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936