Mont d’an endalc’had

Kumuniezh kumunioù Kreiz Treger

Eus Wikipedia
Lec'hiañ en etrekumuniezh en Aodoù-an-Arvor.

Kumuniezh kumunioù Kreiz Treger a oa anezhi un etrekumuniezh (ur gumuniezh-kumunioù) e departamant Aodoù-an-Arvor, e Breizh. Ul lodenn eus Bro Treger ha Goueloù e oa. Krouet eo bet e 1993 ha divodet d'an 31 a viz Kerzu 2014. Ebarzhet eo bet e Lannuon-Treger Kumuniezh d'ar 1añ a viz Genver 2015.

Edo he sez e Kawan.

Kumuniezh kumunioù Kreiz Treger a yae 9 c'humun d'ober anezhi:

  1. Berc'hed
  2. Kaouenneg-Lanvezeeg
  3. Kawan (sez)
  4. Kemperven
  5. Koadaskorn
  6. Mantallod
  7. Plûned
  8. Prad
  9. Tonkedeg

He freinant e oa Maurice Offret, maer Kawan[1].

  • E distro-skol 2012 e oa enskrivet er c'hlasoù divyezhek 95 skoliad (14.1% eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

Prizioù dazont ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E 2009 e oa bet roet da Kumuniezh kumunioù Kreiz Treger trede Priz dazont ar brezhoneg, rummad "Strollegezhioù", gant Ofis ar Brezhoneg[3].

Ya d'ar Brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Roet e oa bet d'ar KK Kreiz Treger al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
  • Votet e oa bet ar garta Ya d'ar brezhoneg live 2 gant KK Kreiz Treger.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. « La valse des vice-présidents de communauté de communes », Ouest-France, 13 a viz Ebrel 2014.
  2. [1]
  3. [2]