Plûned
Plûned | ||
---|---|---|
![]() An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Pluzunet | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Plouared (betek 2015) Bear (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22245 | |
Kod post | 22140 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Claude Jégou 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | www.pluzunet.bzh | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 959 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 42 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 109 m bihanañ 28 m — brasañ 160 m | |
Gorread | 22,87 km² | |
kemmañ ![]() |
Plûned (distaget: ['plyːnɛt]) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War lez ar stêr Gindi emañ Plûned.
Kumunioù amezek : Tonkedeg, Kawan, Prad, Bear, Louergad, Tregrom, Ar C'houerc'had.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- JB Ogée ː Plusunet[2]
- Régis de Saint-Jouan : Ploedunet, 1330; Ploezunet, 1369; Pluzunet, 1554[3]
- E. Vallerie : Ploezunet, 1371; Ploezunet, 1442; Ploesunec, 1516; Plaizeunet, 1630[4]
Ardameziou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En aour e dreustellan en sabel, ur palouer en glazur balirant, ur gebrenn en argant balirant er c'hreiz-holl.
Ar sabel evit Kerimel, ar c'hlazur evit Bezerae (?), an argant evit Koad-Eon (XIIvet kantved) ; kefridi war Ardamezioù an Dielloù, 23 Mezheven 1969.[5]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hent galian ha roman eus Karaez da bPlougouskan (etre Bolean-Bear ha Barderoù-Kaouan).
Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hervez René Couffon, plou diazez Plûned a oa ennañ Tonkedeg (Traoñ Kadog)[6].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 103 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,66% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[7].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 10 a viz Du 1943 : herzet e voe holl paotred ar gumun gant an Alamanted, evit atersadenn, goude ur gwalldaol.
- Kemeret e voe 16 450 Lur en ti-post, gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 23 a viz Mae 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[8].
- D'an 3 a viz Gouere 1944 : emgann lazhus etre rezistanted hag Alamanted.
- D'an 16 a viz Gouere 1944 : ur makiz a zo distrujet gant an Alamanted e-barzh ur c'hoad.
- Unnek den eus ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[7].
Monumantoù ha savadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kevioù Kervernier ha Kersulvez (Oadvezh an Houarn)
- Hent Bras Kozh (hent roman eus Karaez da Blougouskant). Bevenn gant Bear, e reter ar gumun.
- Kernevez (lec'h galian ha roman)
- Kenkiz ar Gozhkêr (galian ha roman)
- Iliz katolik Sant Pêr. (XIVvet; adsavet e 1845)
- Chapel ha kalvar al Loc'h.
- Chapel ha feunteun Sant Iened.
- Chapel Sant Driel
- Feunteun gozh
- Kastell Koad-Nizan
- Delwenn Marc'harid Fulup kizellet gant Morley Troman.
- Monumant ar Re Varv
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pêr Koadeon (de Boiséon), aotrou Koadnizan (XVI-XVII)
- Charlez Koadeon, markiz Koadnizan XVIII)
- Marc'harid Fulup (12 Eost 1837-14 Genver 1909), konterez ha kanerez.
- Jan-Mari Gergin (Benac'h, 4 Mae 1864 - Tai-Yuan, Sina, 9 Gouere 1900). Lakaet war roll ar Re Wenvidik d'an 3 Genver 1943
- Pêr Gwilhou (Keriti, 2 Eost 1903 - Plûned, 27 Gwengolo 1985)
- Guy Castel (Plûned 1948)
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Guy Castel : La Cigale des Brumes (diwar-benn Marc'harid Fulup). Cahiers du Trégor. 1989
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ J.B. Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne; 1779.
- ↑ Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie, Conseil Général des Côtes d'Armor, 1990
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus, An Here, 1995
- ↑ Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
- ↑ René Couffon : Recherche sur les églises primitives, Bulletins et Mémoires, Société d'Émulation des Côtes du Nord, 1945-1946
- ↑ 7,0 ha7,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 256, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011