Bear

Bear | ||
---|---|---|
![]() Iliz katolik Gwenezan. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Bégard | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Bear (pennlec'h) | |
Kod kumun | 22004 | |
Kod post | 22140 | |
Maer Amzer gefridi | Gérard Le Caër 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Wengamp | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 810 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 132 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 142 m bihanañ 45 m — brasañ 176 m | |
Gorread | 36,41 km² | |
kemmañ ![]() |
Bear (distaget: [ˈbeːar]) a zo ur gumun ha penn-kanton eus Breizh e Treger, war an hent etre Lannuon ha Gwengamp.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar stêr Gindi emañ Bear, ha war an hent bras eus Gwengamp da Lannuon.
- Kumunioù amezek : Plûned; Prad; Koadaskorn; Brelidi; Sant-Laorañs; Pederneg; Louergad.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Begar, 1130, 1146, 1170, 1184-1189, 1202, 1238
Peurliesañ e soñjer e teu an anv diwar ar saozneg beggar ("klasker-bara").
Bernard Tanguy en deus ur mennozh all : heñvel ouzh ar ger germanek bigard "jardrin kloz e-kichen un ti"
Bégard d'hier à aujourd'hui, p. 26-2 : "Ma'z ez eus ar ger Begar en dielloù diwar an ti-se adalek kreiz an XIIvet kantved, ne oa deut ar ger Beggar e saozneg nemet e-kerzh ar XIIIvet ha XIVvet kantved, hag he-se ne c'hall ket bet kemeret evit lesanv d'ur c'hlasker-boued bennak e vije bet marteze el lec'h se" (tr. JC Even)
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en argant, ouzh 2 ha 3 en glazur e rozenn en aour.[2] |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez René Couffon, ar plou diazez Plegauguern e oa enni : Bear, Gwenezan, Trezelan, Botlezan, Koadaskorn, Lanneven, Sant-Norvez.
Evit ar pezh a sell talvoudegezh an anv Plegauguern, Couffon o heuliañ R. Largillière, p. 188, a gomz eus ur vreuriezh eus 1750 eus Lomikael-an-Traezh, laret "de Guénoson", hag a vefe adkavet en anv Gwenezan.
Miz Mezheven e penn kentañ Gouere 1487, Yann Koadmen, gouarnour Gwengamp, a dapas aotrouien vreton eus tu Gall en abati Bear hag a lazhas meur a hini anezho.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe ar gumun e 1790. E 1792 e voe bodet e parrez Bear parrezioù bihan a oa tro-dro da abati Itron-Varia Vear, Bodlezan, Trezelan, Sant-Norvez ha Gwenezan. D'ar 26 a viz Mae 1793 e voe bodet an holl gumunioù bihan-se da vont d'ober ur gumun vras ha nevez, Bear[3].
- 3 a viz Du 1791, gwerzet eo an abati evel madoù ar stad d'ur c'henwerzher eus Pariz
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 21 Here 1809, ar pemp iliz ar barrez zo lakaet en gwerzh gant un dekred eus an impalaeriezh. Gwerzhet int bet d'ar 16 Ebrel 1810
- 1868 : savet eo iliz Sant-Riwal Trezelan
- 4 Gouere 1880 : benniget eo ar maen kentañ e chapel ar Gwir-Salver
- 21 Kerzu 1896 : an tan a ra distruj e-barzh iliz an Itron-Varia
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 13 Gwengolo 1903 : benniget eo ar maen kentañ en iliz nevez an Itron-Varia
- 24 Kerzu 1905 : benniget eo iliz nevez an Itron-Varia
- 28 Du 1970 : digoret eo savadurioù nevez an ospital (kemmesk adalek se)[4]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 241 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,04 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 1añ a viz Mae 1944 e voe manifestet er vourc’h betek monumant ar re varv gant ur 15 bennak a dud o kanal La Marseillaise[6].
- Kemeret e voe 7 590 Lur en ti-post, gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 23 a viz Mae 1944 tro 17 eur 15, un eil skipailh pevar den a zeuas un hanter-euriad goude, met gober a reas tro-wenn; 6 995 Lur a voe tapet d'ar 24 a viz Mae gant daou zen ha 32 000 Lur d'an 30 a viz Mae hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[7].
- 20 Mezheven 1944 : taget eo Kommandantur Bear gant pemp FTP eus makiz Plouizi (R de St Jouan)
- 3 Gouere 1944 : goude ur skarbouklenn etre tud an FTP hag an Alamanted, harzet e vez pemzek tud. (R de St Jouan)
- 31 Gouere 1944 : daou ti-feurm, enno Krec'h-Kaer, a zo devet gant an Alamanted (R de St Jouan)
- 8 Eost 1944 : tapet eo pemzek Alaman gant tud O.R.A.F ha F.T.P.E (R de St Jouan)
- Mervel a reas 37 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Aljeria: ur soudard a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Peulven Kergezhenneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
(enrollet 1887)
Peulven Paskiou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Abati Bear[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll abaded Bear[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz Itron-Varia, Bear[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz santez Tumel, Bodlezan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIvet, 1702, 1728. Enrollet d'ar 5 Here 1981 ha d'an 19 C'hwevrer 1964
Iliz santez Jenovefa, Gwenezan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIvet, XVIIvet; enrollet d'an 19 C'hwevrer 1964; kalvar (XVIvet-XVIIvet) enrollet 2d'an 8 Ebrel 1964
Iliz sant Rivoal, Trezelan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Chapel sant Meven, Lanneven[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIvet; enrollet d'an 19 C'hwevrer 1964
Chapel sant Nikolaz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
fin XVIIIvet; kempennet e 1985.
Maner ar Rechoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
fin XVIvet kantved; en stad fall
Maner Koadgourae[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVvet; enrollet d'ar 24 Kerzu 1943
Maner ar Roc'h-Huon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
penn kentañ XVIIvet kantved
Maner Park-Lann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1716
Maner Trevoureg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1727
Maner Kervolken[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet
Ti ar Rest[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
savet gant mein eus 1615 o tont diouzh iliz Sant-Norvez
Kouldri Maner Kernaudour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kroazioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kervolken (XVII); Sant-Nikolaz (XVII), en stad fall; Run-ar-Groaz (1659); Kenkiz (1726); Poulloger (1753); Gwern-Nevez (1758); Rukro(k?), XVII ?
Monumant ar re varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’ar 26 a viz Here 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur skol zivyezhek kentañ (skol bublik) zo bet digoret e 2007.
- E distro-skol 2022 e oa 131 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (17,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[8]
Bugaligoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 2007 atav he deus divizet magouri Bear sinañ karta Divskouarn evit diorren implij ar yezh er vagouri (ar vagouri gentañ en Aodoù-an-Arvor).
- d'an 23 a viz C'hwevrer 2008 eo bet sinet live 1 karta Divskouarn gant "Ti Poupigoù", an ti liesdegemer.
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
adalek 1962 betek bremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2008 | → bremañ | Gérard Le Caer | Strollad Komunour Gall | Kuzulier Kanton Bear abaoe 2008 |
Meurzh 1983 | Meurzh 2008 | Noël Bernard | Strollad Komunour Gall | Mezeg-loened, Kuzulier Kanton Bear 1976-2001 |
1973 | 1983 | Yves Le Pichouron[10] | ||
1944 | 1973 | François Clec'h | ||
1941 | 1944 | Pierre Person | ||
1910 | 1940 | Pierre Person | ||
1904 | 1910 | Louis Le Ravazet | ||
1888 | 1904 | Louis Person | ||
1881 | 1888 | Jean Louis Tassel | ||
1878 | 1881 | Yves Le Calvez | ||
1875 | 1877 | Marc Jézéquel | ||
1875 | 1875 | Yves Le Calvez | ||
1865 | 1875 | Yves Marie Le Guyader | ||
1848 | 1865 | Guillaume Tassel | ||
1848 | 1848 | Vincent LeTiec | ||
1840 | 1848 | Antoine Person | ||
1833 | 1840 | François Penanhoat | ||
1832 | 1833 | Henry Le Calvez | ||
1812 | 1832 | Jean Louis Le Gac | ||
1808 | 1812 | Yves Scolan | ||
1800 | 1808 | Vincent LeTiec | ||
1793 | 1800 | François Le Bonniec | Maer da c'hortoz, bet maer Sant-Norvez adalek 1790 betek 1793 | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
[11].
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Adrien Hamon : livour. Bear, 16 Gwengolo 1876 / 15 Meurzh 1963
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Marsel Klerg, beleg katolik ha skrivagner brezhonek, 28 a viz Gouere 1984.
- Goulven Mazéas, stourmer kevredadelour breton hag europat, 9 a viz Genver 1981
Tud bet beziet enno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Alan an Du, pried Berta, hêrez kontelezh Breizh
- e vab Konan IV, Dug Breizh
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Llanelwy | 1993 |
Levrioù ha studiadennoù talvoudus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- René Couffon : Recherche sur les églises primitives. Bulletins et Mémoires. Société d'Émulation des Côtes du Nord. 1945-1946
- Hervé Le Goff : Bégard ou le petit Citeaux de l'Armorique. De l'abbaye à la commune(1130-1793)
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Diwar tu-kein ardamezioù manati sistersian Bear, XIIvet kantved
- ↑ Régis de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie, 1990
- ↑ R. de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor, 1990
- ↑ 5,0 ha5,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 217, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 256, 257, 258 ha 269, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011.
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2022
- ↑ Cassini-EHESS hag EBSSA
- ↑ Le Télégramme
- ↑ Bégard d'hier à aujourd'hui, pajennoù 222 ha 223