Bertha, merc'h Konan III
Berta Breizh, pe Bertha Kerne (1114 - 1156), a oa merc'h d'an dug Konan III.
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e oa war-dro 1114. He mamm, Matilda Bro-Saoz (anavezet ivez evel Maud FitzRoy), a oa merc'h bastardez da Herri Iañ, roue Bro-Saoz.
Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dimeziñ a reas Berta en 1138 da Alan Pentevr, kont Pentevr, a voe graet kont Richmond e Bro-Saoz gant ar roue Steven Bro-Saoz pa voe diroueet Matilda Bro-Saoz, lezc'hoar da vamm Berta. Mennad an eured e oa unvaniñ Breizh hag he liammañ ouzh roue nevez Bro-Saoz goude Brezel diabarzh Bro-Saoz (1135-1154).
Distro da Vreizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa varvas he fried Alan e Bro-Saoz e 1146 e tistroas Berta da Vreizh gant he mab Konan. Addimeziñ a eure da Eudon II, beskont Porhoët. E 1148 e varvas he zad, an dug Konan III, ha dishêriñ a reas e vab bastard Hoel. Anavezout a reas e vab-bihan Konan evel pennhêr, hag e vab-kaer Eudon evel kulator. Berta a oa dugez. Hoel a nac'has plegañ ha bec'h a voe.
Dugez Breizh suo jure e voe adal 1148 betek he marv e 1156. He mab an hini a voe Konan IV, dug Breizh war-lerc'h e dad-kozh, rouzet ar bloneg gantañ d'e eontr Hoel III.
Mervel a reas Berta e 1156. Brezel a savas etre he mab Konan hag Eudon, aet a-du gant Hoel, prest da gemer ar gurunenn. E dibenn 1156 avat e teuas Konan a-benn da lakaat e dad-kaer a-du gantañ.