Alan Pentevr

Eus Wikipedia

Alan Pentevr pe Alan Breizh, pe Alan an Du (en latin : Alan Niger) (war-dro 1100[1]15 a viz Gwengolo 1146), kont Richmond (1135/38-1146) ha kont Kernev-Veur (1140-1141), aotrou Treger (pe kont Gwengamp) a voe ur baron breizhat-saoz en amzer ar roue Steven Bro-Saoz (1135-1154).

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab yaouañ Steven Iañ Pentevr († 1135/36 pe 1138[2]) ha Hawiz Gwengamp e oa. E dad a oa kont Pentevr.

Dimeziñ a reas da Berta Breizh, merc'h pennhêrez Konan III, dug Breizh, ha Mathilde Normandi. Pa varvas e dad e tegouezhas dezhañ e zouaroù e Bro-Saoz, deuet a-berzh breudeur e dad.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Michael Jones, « Conan (IV), duke of Brittany (c.1135–1171) », Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, Sept 2004; online edn, May 2006.
  2. Judith Everard, Brittany and the Angevins: province and empire, 1158-1203, coll. Cambridge studies in medieval life and thought, Cambridge University Press, 2000, p.189. (ISBN 978-0-521-66071-6)

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]